Hektar
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
unanenn | Unand. SI nesañ | Unanenn-diaz SI |
---|---|---|
1 m² | 1 m² | 1 m² |
1 ha | 1 hm² | 104 m² |
1 km² | 1 km² | 106 m² |
Eskemmadurioù gant nann-SI | ||
nann-SI | Sistem metrik | Unanenn-diaz SI |
2.471 acre | 1 ha | 104 m² |
107,639 sq ft | 1 ha | 104 m² |
An hektar (arouezet gant ha) a zo un unanenn gorread implijet evit muzuliañ gorread an douaroù. Savet eo bet e unanenn-diaz diwar an "are" (arad e brezhoneg), un unanenn a zo bet er SI, met n'eo ket mui gwelet evel aparchant d'ar sistem metrik a-vremañ. Renket e vez an hektar evel un unanenn degemeret gant ar "Comité international des poids et mesures" koulskoude. Kuit dezhañ er SI e-unan e vez aotreet ober gantañ p'eo termenet diwar un unanenn SI.
Taolenn |
[kemmañ] Termenadur
1 hektar = 100 arad (galleg hectare hag are).
Ez-teorikel eo un hektar ur c'harrez dezhañ pevar gostezenn gant hirder 100 metrad.
Dont a ra an termen eus hekto (gresianeg evit 100) hag are (galleg tennet diwar al latin arare = arat) gant ur strizhadur (lemet an o).
Ma vez troet are gant arad, ret eo chom hep meskañ arad ha devez-arat, hemañ un unanenn gorread implijet e Breizh a-gozh, dezhi ur muzul war-dro 5 000 m², da lavaret eo un hanter hektar.
[kemmañ] Implij
Implijet e vez an hektar e meur a vro pa vez kavet e vije diaes implijout an are (unannenn ofisiel ar SI, met re dreut he ment), dreist-holl evit ar gounezerezh, ar c'hoad gounezerezh, steuñvadur ar gêrioù ha, dre vras, kempennadurezh ar spasoù.
Er broioù angl-ha-sakson (dreist-holl Kanada, Breizh-Veur ha Stadoù-Unanet) e vez implijet kalz an unanennoù gorread saoz (yard karrez, acre), met unanennoù gorread ar SI ivez.
[kemmañ] Eskemmadurioù
Un hektar a zo kevatal gant
[kemmañ] Sistem metrik
- 10 000 metr-karrezs = 100 metr × 100 metr (10 000 kantarad)
- 100 arad
- 1 hektometr-karrez (ur c'hrrez dezhañ kostezennoù 100 metr o hirder)
- 10 degarad
- 0.01 kilometr-karrez
[kemmañ] Unanennoù saoz
- 2.471 053 8 acre etrebroadel
- 2.471 043 9 acre SUA
- 107 639 square foot
- 0.00386 102 mile karrez
[kemmañ] Broioù all
- 15 mus (Sina)
- 10 dunam pe dönüm (Reter-Nesañ)
- 10 stremmata (Bro-C'hres)
- 6.25 rai (Thailand)
- 1 cho (Japan)