Henamzer
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
An Henamzer a zo ur prantad eus an Istor evel m'eo c'hoarvezet en Europa ar C'hornôg dreist-holl. E-doug ar mare-se, a ya eus derou ar sevenadurioù bras e Mezopotamia (war-dro 7 000 kent Jezuz-Krist) betek diwezh Impalaeriezh Roma e 476 goude Jezuz-Krist e vez gwelet diorridigezh ar sevenadurioù gresian ha roman hag ivez hini ar relijionoù bras diwanet er Reter-nesañ (yuzevegezh ha kristeniezh).
[kemmañ] Deroù al Labour-douar hag ar vetalouriezh
War-dro ar bloaz 8000 kent JK e krog an dud da labourat an douar er c'h-Kresk Strujus. Gant an dreistad boued a zegasas gounezerezh an douar e kreskas ar boblañs hag e voe ijinet a-bep seurt micherioù a denne d'an artizanerezh ha pergen d'ar v-Metalouriezh : hini an arem, an houarn hag an dir, a feur ma voe gouestoc'h-gouestañ an dud da sevel fornioù uheloc'h-uhelañ ar wrez a c'hellent tizhout, a-benn teuziñ ar metaloù.
[kemmañ] Ar Skritur
Evelkent ez eo gant ijinadenn ar Skritur an hini eo e komzer eus penn-kentañ an Henamzer. Aes eo kompren e eo deuet betek ennomp kalz muioc'h a vunudoù diwar-benn ar sevenadurezhioù o doa ur skritur eget gant ar re a oa a-raok. Dre-se e vez renkennet ar sevenadurezhioù o devoe ur Skritur e-barzh an Istor rik, hag ar re a oa en a-raok er Ragistor.
[kemmañ] Sevenadurezhioù an Henamzer =
Meur a sevenadurezh a vez renkennet e prantad an Henamzer : - Ejipt (Henejipt) - Israel - Hellas (Henc'hres) - sevenadurezh ar Romaned