Hollveliouriezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Lakaet e vez perzh an hollveliouriezh (pe totalouriezh) war ar sistemoù politikel m'eo deuet ar riez da lakaat ar gevedigezh keodedel da deuziñ gantañ ken ez a e ideologiezh da benngredenn embannet estreget reoù all.
Kontrollet eo ar riez gant ur strollad politikel nemetañ ha diwarno eo kontrollet ar gevredigezh a-bezh, ar vuhez foran, ar sevenadur, an deskadurezh, ar skiantoù, ar vuhezegezh ken n'eo ket anavezet frankiz divoutin ebet d'an hiniennoù, na frankiz eztaoliñ ebet, na frankiz koustiañs ebet.
An diforc'h e-keñver an diktadurezh a c'heller gwelout e lec'h pe lec'h eo ez eus lakaet ur c'hontrol war oberioù an dud hag ivez war ar speredooù, hag a zeu eus ar striv renet gant ar riez hollveliour evit sachañ an dud da embann ez eont a-du gant an ideologiezh ofisiel. Ha kastizet pe gondaonet da vervel e vezont pa ne reont ket.
[kemmañ] Perzhioù ur riez hollveliour
Studiet eo bet pizh ar sistem hollveliour gant ar brederourez Hannah Arendt, da gentañ holl en he levr brudet "Orinoù an hollveliouriezh" (1951). Ennañ e tiskouez eo bet lakaet da vont en-dro an hollveliouriezh e daou riez hepken : Alamagn dindan renad an naziegezh (1933-1945) hag Unaniezh ar Republikoù Skialour ha Soviedel (URSS) dindan Jozef Stalin (1924-1953).
Ouzhpennañ a ra Hannah Arendt ez eus c'hoarvezet prantadoù hollveliour pe diorroet techoù hollveliour e broioù all, evel e Bro-C'hall p'eo bet divizet lakaat e kampoù-bac'h repuidi ar Brezel Spagn pe er Stadoù-Unanet pa vleunie ar macccartysmegezh e penn ar bloavezioù 50.
En ur renad hollveliour ne c'hell bezañ nemet ur strollad o kontrollañ ar riez, hemañ o klask krontrollañ ar gevredigezh hag an holl hiniennoù dre vras. Ne c'hell ket bezañ muioc'h eget ur strollad p'eo embannet gant ar riez hollveliour n'eus nemet ur vro ha dre-se ne dle ket an hinienn klask pellaat eus an Unvezh. Setu perak e vez kredet gant an hollveliourien ez eo tapet an hinienn digredus pe ar strollad disrann gant ur c'hleñved-spered, ar skizofreniezh, pa seblant dezho e kred an disrannerien bezañ meur a hinienn disheñvel o spered pa vezont unan, sañset.
Hervez Hannah Arendt n'eo ket an hollveliouriezh ur renad politikel e-touez ar reoù all, met ul luskad emzistruj evit ma vo dispennet ar frammoù kevredigezhel.
(Da vezañ kendalc'het)