Jozef Stalin
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Josif Visarionovitch Djougachvili (jorjianeg იოსებ ბესარიონის ძე ჯუღაშვილი, Ioseb Besarionis dse Djouc'hachvili) (21 a viz Kerzu 1879 - 5 a viz Meurzh 1953) a oa anv gwirion Jozef Stalin (Иосиф Сталин), ur politikour ha diktatour soviedat. Diwar an anv rusianek сталь (stal) a dalvez kement ha "dir" e teu e lesanv.
Taolenn |
[kemmañ] Bugeliezh ha stummadur
Ganet eo bet e Tbilisi (Tiflis) e Jorjia. Mont a reas d'ar c'hloerdi reizhkredennour, met ne yeas ket da veleg.
[kemmañ] Ar gouestl en oberezhioù dispac'hel
Pa oa bet roet lamm d'ar tsar e-pad Dispac'h miz C'hwevrer 1917 e tistroas raktal eus e doull-bac'h e Sibiria evit mont e-touez pennoù uhel Strollad Komunour Rusia e Sankt Peterbourg. Goude marv Lenin e Genver 1924 ez eas da sekretour Strollad Komunour an URSS pa oa kevezerezh etre eñ ha Lev Trotski evit kemer lec'h tad an dispac'h komunour. E 1928 e voe skarzhet Trotski gantañ. Ar IVe Etrebroadel a vo krouet gant hemañ e 1938. E 1940 avat e vo drouklazhet gant Ramon Mercader, war urzh Stalin.
[kemmañ] An Trede etrebroadel
E miz Eost 1939 e savas un feur-emglev e Moskva, darn anezhañ chomet kuzh d'an ampoent, gant Adolf Hitler, penn faskour an Alamagn, evit klask bezañ prest evit ar brezel a rakwele etre an div riez c'halloudusañ en Europa. E 1941 e kavas e c'hoarveze re abred pa oa bet aloubet an URSS gant ar Wehrmacht. Neuze e cheñchas liv e brezegennoù dre ar radio pa lakaas ar pouez war difenn ar vammvro hag e tilezas lod eus an divizoù komunour rik. Evel-se e vroudas holl bobloù an Unaniezh soviedel da gaout ur spered kalonek evit stankañ ouzh an enebourien, ken kriz e vezent pa kemerent tiriadoù ar C'hornôg. Etre 1943 ha 1945 e roas harz lu an URSS d'ar Wehrmacht a gilas diwar neuze. Betek Berlin ez eas an Arme ruz. 20 milion a Soviediz a varvas e-pad an Eil brezel bed.
Chom a raio ar broioù bet treuzet gant an Arme ruz dindan beli an URSS goude Kendalc'h Yalta. Dindan evezh strizh Stalin e chomint, ar pezh a vo komprenet gant an holl goude taol Praha e 1948. E 1947 e voe krouet gantañ ar C'hominform, un Etrebroadel nevez a vo dindan ar SKUS (Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel). Displann e vo politikerezh Stalin en Azia avat : un degemer klouar d'an dispac'h e Sina, oberioù gant kalz a evezh e Korea.
E miz Meurzh 1953 e varvas.