Ignác Kolisch
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kolisch Ignác báró, pe Baron Ignaz von Kolisch, bet ganet d'an 6 a viz Ebrel 1837 e Pozsony, Hungaria (bremañ Bratislava, Slovakia), marvet d'an 30 a viz Ebrel 1889 e Vienna (Aostria).
Mestrc'hoarier echedoù, kazetennour ha kenwerzhour hungarat.
Berzh a reas, koulz en e vicher hag er c'hoari echedoù.
E c'hoari a zegasas brud dezhañ fonnapl: dreist ha tagus e oa e zoare. Ne gemere ket perzh en tournamantoù alies. E 1860 e tapas ar plas kentañ e tournamant etrebroadel Cambridge (Bro-Saoz). E 1861 e kollas ur match a-enep da Adolf Anderssen, kreñvañ c'hoarier d'ar c'houlz-se, gant un diforc'h ag ur poent hepken. En hevelep bloavezh e voe nul disoc'h e vatch a-enep da Louis Paulsen; e tournamant Pariz (Bro-C'hall) 1867 e teuas ar maout gantañ, en ur vout trec'h war Szymon Winawer ha Wilhelm Steinitz.
Gantañ e voe krouet ha renet, gant ar garg a benn-kazetennour, ar "Wiener Allgemeine Zeitung".
[kemmañ] Liammoù diavaez
- World Chess Championship 1861 Adolf Anderssen - Ignác Kolisch