Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
- 1320 : Diskleriadur Arbroath, ul lizher kaset d’ar pab gant uhelidi eus Skos da adembann ez eo dizalc’h o bro.
- 1652 : gant ar moraer izelvroat Jan van Riebeeck ez eo savet ar pezh a zeuio da vezañ Kêr ar C'hab e-kichen Kab ar Spi Mat.
- 1814 : mont a ra Napoleon Bonarpate en harlu war enez Elba.
- 1909 : Robert Peary a erru, gant Matthew Henson ha pevar Inuit, e Pennahel an Norzh.
- 1911 : Dedë Gjon Luli Dedvukaj, unan eus pennoù ar vrogarourien albanat a sav banniel Albania, evit ar wech kentañ abaoe emsavadeg Gjergj Kastrioti (Skanderbeg) e 1443.
- 1917 : Stadoù Unanet Amerika a ziskleir ar brezel da Alamagn
- 1930 : Mohandas Gandhi a erru war vord ar mor, goude ur gerzhadeg hir, hag ober a ra holen en desped da lezennoù Breizh-Veur a vir unwerzh an holen evit gouarnamant ar Rouantelezh Unanet.
- 1994 : Lazhet Juvenal Habyarimana, prezidant Rwanda. Penn-kentañ lazhadeg 800000 Tutsi.
[kemmañ] Ganedigezhioù