Iksion
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Iksion (Ἰξίων / Ixiôn e gregach), a oa mab da Antion ha da Périmèle (pe da Leontos hervez Higin, pe da Flegias hervez tud all ( scholie), a oa ul Lapit.
[kemmañ] Mojenn
Goulenn a eure Dia, merc'h da z-Déionée, da bried. D'an tad e promet madoù e leizh. Goude an eured avat ne zalc'h ket d'e c'her. Hag an tad-kaer da virout kezeg ar mab-kaer. Goulenn a ra Ixion neuze digant e dad-kaer dont da gerc'hat e brofoù e-unan. Pa erruas an den kozh e voe taolet en ur puñs leun a dan.
Neuze e sav kasoni outañ en holl zoueed. Zeus en deus un tamm truez outañ. Puraat a ra an den, e zegemer en Olimp. Hag Iksion klask fred gant Hera. Eben a ya da gontañ d'he gwaz. Ha Zeus da aozañ ur goabrenn, Nefele, hañval-bev ouzh Hera. Hag Iksion d'he briata. Taolet eo neuze gant Zeus en Tartar, ha staget gant Hermes ouzh ur rod tan a dro hep diwezh.
[kemmañ] Bugale
Eus Iksion ha Nefele e voe ganet an dud-kezeg, pe war-eeun, pe dre hanterouriezh Centauros, mab da Iksion a embaras gant kezeg Magnezia. Ur mab en doa bet ivez, Pirithoos, digant e wreg Dia.