Jaroslav Dombrowski
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
[kemmañ] Jaroslav Dombrowski (1836-1871) Jeneral er Gomun
Genel a reas Dombrowski e Jitomir e Bro-Bol e 1836. Mab ur familh paour eus an noblañs, e reas e studioù e Brest-Litovsk hag e Sant-Petersburg. Mont a reas e Lu ar C’hokaz betek 1859. Pa tistroas en em lakaas e Akademiezh al lu. Kaset e voe da Varsovia da vougañ an emsavadeg. Emglev a reas gant ar re-se betek mont er C’hengor Broadel Kreiz. Harzet e voe e 1862 ha kondaonet d’ar marv. E 1864 e voe cheñchet e gastiz e harlu. E Bro-C’hall e erruas e 1865 ha gounnez a rae e damm bara o vezañ treser. E 1866 e-pad ar brezel etre Italia hag Aostria e kejas gant republikaned evel Delescluze, Varlin ha Auguste. E-pad ar Sez e voe harzet div wech evit bezañ burutellet an difenn war ul levr-stroll. Pa grogas ar Gomun e voe lakaet da gomandant an XIIvet lejion. Adalek an 9 a viz Ebrel e voe lakaet e-penn difenn an dachenn dagetañ : Neuilly. Rossel a roas dezhañ renadur holl soudarde ar ribl dehou. C’hoant en doa implij ar ganolierezh met ne voe ket selaouet. D’an 23 a viz Mae e voe gloazet-tre war bardell straed Myrrhe. Mervel a reas div eurvezh diwezhatoc’h. E gorf a voe kaset d’ar Père-Lachaise evit bezañ enoret. Ur chapel-biledoù a voe aozet hag ar bobl a rae al lost evit pokat tal gwellañ jeneral ar Gomun. War a seblant e vefe bet douaret korf Dombrowski e bered Ivry, hogen den ne oar pelec’h emañ e gorf.