Italia
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||||
Kan broadel | Fratelli d'Italia | ||||||
Yezhoù ofisiel pe kenofisiel | Italianeg, (alamaneg, galleg, ladineg), anavezet: albaneg, friouleg, gresianeg, katalaneg, kroateg, okitaneg, sloveneg, sardeg | ||||||
Kêr-benn | Roma | ||||||
Gorread -En holl -% dour |
301 323 km² 2.4% |
||||||
Poblañs -Hollad -Stankter ar boblañs |
58 462 375 (2005) 194/km² |
||||||
Prezidant | Giorgio Napolitano | ||||||
Kentañ ministr | Romano Prodi | ||||||
Gouel broadel | 2 a viz Even | ||||||
Moneiz | Euro (€) | ||||||
Kod pellgomz | 32 | ||||||
Kod war ar Genrouedad | .it |
Ur ledenez hag ul lodenn eus aradennad an Alpoù e Su Europa eo Italia. Ur riez eo, dezhi renad ur republik embannet e 1870 evit ar wech kentañ. Koulskoude e vez graet gant an anv Italia evit an ec'honenn-mañ abaoe daou vil bloaz. (Sellet ouzh Istor Italia.) Italia a zo bet al lec'h m'eo bet staliet riez kozh Roma, an impalaeriezh divent a renas war gazi holl Europa ha darn eus Afrika hag Azia en Henamzer.
Roma eo kêr-benn republik Italia, hag hini ar Sez santel ivez (ar Vatikan a reer anezhañ peurliesañ) el lec'h m'emañ melestradurezh kreiz an Iliz katolik roman, ar pab (Benead XVI hiziv) en he fenn. Ur riez dizalc'h eo war un tiriad strizh-kenañ e kalon ar gêr vras.
Ezel eus Unaniezh Europa (ezel diazezer), Kuzul Europa, ar Feur-emglev Norzh-Atlantel (NATO), an ABU eo Republik Italia. E Roma eo bet sinet ar feur-emglev a stalias Kumuniezh Ekonomikel Europa, kentañ stumm Unaniezh Europa.
Taolenn |
[kemmañ] Etimologiezh
Kavout a reer roudoù kentañ eus ar ger ITALIA war ur pezh moneiz eus ar Iañ kantved kt JK. E Corfinio, en Abruzzo, e voe adkavet ar pezh-se. Kêr-benn ar C’hengevredad Italek e oa Corfinium, zo deuet da vezañ Corfinio. Skoet e voe ar moneiz-se gant ar pobloù italek a voe o tispac'hañ a-enep Roma.
Emdreiñ a reas ar ger « Italia » e-pad an Henamzer. Evit ar C’hresianed, evit gwir, ne oa « Italos » nemet ur rouantelezh amezek.
Dont a raar ger-se, hervez tud zo, eus ur vojenn eus Bro-C’hres anavazet-mat : Labourioù Herakles. Goude bezañ laeret "oc'hen Gêryốn", Herakles a gasas an dropellad war aodoù Itilia. Hag ur c'hole o tec'hel kuit betek Sisilia. Adkavet a reas Herakles anezhañ du-hont. Divizout a reas Herakles envel ar vro-hont "Italia" (a zeu eus ar ger "italios" a dalveze “kole” en ur rannyezh gresianek ». Hervez ur vojenn c’hresian all e teufe ar ger-se eus “Ouitalia” pe “Ouitalos”, a dalveze kement ha "leue". Piv ’oar ?
[kemmañ] Italia a-raok hag e-pad Impalaeriezh Roma
Ligured a oa bet o vevañ du-hont da vare an Neolitik. Meur a bobl a oa bet o vevañ war o lerc’h en Italia, a-raok ma voe krouet Impalaeriezh Roma. Indezeuropat e oa an darn vrasañ anezho. Ne oant ket avat ar pobloù nemeto o vevañ en Italia. Bez’ e oa ivez :
- an trevadennoù gresian, a oa deuet eus Bro-C'hres adalek an VIIIvet kantved kt JK, e su Italia ;
- ar pobloù italiot a oa deuet eus kreiz Europa da vare oadvezh an arem. Tost e oa ar pobloù-se d'ar Gelted e-kreiz Italia ;
- An Etrusked, anezho ur bobl na oa ket indezeuropat, a zeue moarvat eus Azia-Vihanañ ;
- Ar Gelted, a oa deuet diwezhatoc’h eus Bohemia, o doa graet o annez en norzh, e plaenenn ar Po, a vez anvet Sisalpina ivez.
Da vare Republik Roma e oa bevennet norzh Italia gant Sisalpina, ha dispartiet e oa diouti gant ar stêr Aesis – da c’houde gant ar Rubicon hag ar Macra e -59. Da c’houde e voe staget Sisalpina ouzh Italia, a oa bevennet a-benn neuze gant an Alpoù. Trofe an Alpoù, Trofeo delle Alpi en italianeg, a oa anezhañ ur merk a dalveze da vevenniñ ar vro met dilec'hiet e voe diwezhatoc'h. Reiñ a reas Roma ar geodedouriezh roman d'an holl Italianed neuze. Da c'houde e voe roet ar geodedouriezh roman d’an holl dud a oa chom en Impalaeriezh (skrid-embann Caracalla, 211-212).
[kemmañ] Douaroniezh
[kemmañ] Rannvroioù ha proviñsoù
Italia zo rannet e 20 rannvro (15 rannvro gant ur stadud reizh ha 5 rannvro emren) hag e 109 froviñs.
[kemmañ] Stêrioù ha lennoù
Stêrioù pennañ Italia zo :
Lennoù pennañ Italia zo :
- Lago Maggiore pe Lago Verbano
- Lago Como
- Lago di Garda
[kemmañ] Istor berr-ha-berr
[kemmañ] War-du an Unaniezh
Eus ar XIVvet kantved d’an XVIIIvet kantved e voe an Azginivelezh en Italia, gant arzourien evel Michelangelo, [[(Raffaello),] pe gant skiantourien evel Galileo a lakaas ar skiant da c’henel en-dro en Italia da gentañ hag en Europa a-bezh da c’houde. Da vare Leonardo de Vinci e voe meur a briñselezh (dugelezhioù, keodedoù-stadoù…) en Italia. Priñsed Italia a aoze o lezioù diouzh o doare dezho o-unan hag alies-tre e save brezelioù gwadek etre an eil hag egile, pe etezero ha broioù estren, en o zouez Frañs ha Spagn (Brezelioù Italia]]. Abalamour d'ar brezelioù niverus a voe er XVIvet kantved hag abalamour d'an teknikoù kozh-bras a veze implijet e gennad al labour-douar e c'haller displegañ evit darn perak ez eas priñselezhioù Italia war an diskar eus ar XVIvet kantved d’an XIXvet kantved. Gant ar brezeliadennoù da vare Napoleon Bonaparte e voe lakaet an traoù da cheñch. Tamm-ha-tamm e voe krouet ar Rouantelezh. Victor-Emmanuel II, roue Sardegna, eo a roas lañs da grouidigezh Rouantelezh Italia. E 1870 e voe staget Roma ouzh ar rouantelezh ha lakaet e voe Roma da gêr-benn unanet.
D’an hevelep mare ez eas gennad ar greantelezh kalz war-raok. Liammet e oa kement-se gant an arc'hant bras a veze gounezet el labour-douar a voe nevesaet e blaenenn ar Po ha gant an arc’hant bras dastumet gant an embregerezhioù dourdredanel a yae en-dro en Alpoù. Gwelet e veze kement-se en « Tric’horn Aour » dreist-holl, da lavaret tro-dro da Durino, Milano ha Genova. Er Su, er c’hontrol, e oa labourerien-douar dreist-holl ha gounit a raent hogozik evel ma veze graet er Grennamzer. Dalc’het e veze stalioù labour-douar bras gant ar perc’henned na vezent ket kalz o labourat ha na glaskent ket mont war-raok kennebeut, ar vichererien labour-douar a veze izel a-walc'h o goproù. « Microfundiaoù », anezho atantoù bihan-bihan, ma ne oa ket tu da vagañ an holl vugale diwar ar pezh a veze produet enno. Evel-se e c’haller displegañ an diforc’hioù a oa etre an Norzh hag ar Su ha perak e oa aet kement-se ar mafia war-raok ha perak e voe kement a dud o tivroañ war-du broioù Europa ma veze diorroet kalz gennad ar greantelezh hag ar Stadoù-Unanet.
[kemmañ] Adalek deroù an XXvet kantved betek dibenn an Eil brezel-bed
- Ar Brezel-bed kentañ, 1914-1918 : Daoust ma oa ezel eus an Aliañs tridoupl e chomas neptu Italia e deroù ar brezel. Ne emezelas ouzh an Emglev Tridoupl nemet e 1915. E 1918 e voe kemmet harzoù, ar pezh a oa bet un dra vat Italia. Koulskoude, ne voe ket roet da Italia an holl diriadoù a oa bet goulennet ganti (dreist-holl gant luskad ar vroadelourien italian bet krouet e 1877 a c'houlenne adperc'hennañ tiriadoù zo bet staget ouzh broioù estren zo). Abalamour da se, da lavaret eo an "trec'h mac'hagnet", e voe degaset trubuilhoù er vro gant ar vroadelourien. Rak-se e krogas Mussolini da gaout pouez er vro.
- Benito Mussolini : adalek 1919 betek 1922 e voe Italia en ur blegenn ziaes abalamour da gudennoù sokial, armerzhel ha politikel. Klask a reas Benito Mussolini tennañ korvo eus se dre derriñ taer a-walc’h an harzoù-labour hag ar sindikadoù hag e-se e voe anavezet ha gwelet mat gant ar metoù sindikadel hag ar batromed (Confindustria ha Confagricoltura). Implijet en doa skouadronoù (strolladoùigoù) evit se. Seurtoù milisoù e oa ar skouadroù-se a oa arditi vroadelour enno evit darn, da lavaret eo soudarded bet oc’h ober begenn arme Italia hag oa bet disoudardet e 1918. Rochedoù du a veze gwisket ganto, ar pezh a zeuas da vezañ unan eus arouezioù ar faskouriezh. Goude bezañ kerzhet war-du Roma e miz Here 1922 e voe fiziet gouarnamant Italia ennañ gant roue Italia, Vittorio Emanuel III. Evel-se e krogas Mussolini da astenn tamm-ha-tamm e reizhiad faksour en Italia a-bezh. Da c’houde e kevredas arme Italia gant an Nazied hag e-se e krogas da vrezeliañ asambles gant nerzhioù an Ahel. C’hoant en doa Mussolini da adsevel an Impalaeriezh Roman met kouezañ a reas buan e veudig en e zorn rak ne oa ket lusket arme Italia kement-se gant ar c’hoant brezeliañ ha meur a wech e troas an traoù da fall evitañ e Frañs, e Yougoslavia, e Libia hag en Etiopia.
- D'an 10 a viz Gouere 1943 e tilestras ar Gevredidi e Sikilia (oberiadenn Husky) a-raok mont tre e Su Italia. Neuze e voe diskaret Mussolini ha war-lerc’h e voe tapet da brizoniad war urzh ar roue. D’an 12 a viz Gwengolo 1943 e voe dieubet an diktatour gant ur strollad soudarded alaman. Tra ma oa bet arme Alamagn oc'h aloubiñ Italia e savas Mussolini ur "Republik sokial italian" dindan urzh Hitler. Sinañ a reas ar marichel Badoglio kodianidigezh Italia d’an 3 a viz Gwengolo 1943 ha kenderc’hel a reas Italia da vrezeliañ asambles gant ar Gevredidi. Mussolini, hag eñ o tec’hel kuit war-du Suis, a voe lakaet d’ar marv (krouget e voe war-lerc'h) gant ar bartizaned komunour d’an 28 a viz Mezheven 1945.
- E miz Mezheven 1946 e voe savet ur referendom hag e-se e voe kaset rouantelezh Italia da netra ha krouet e voe Republik Italia. Ne voe ket ken bras-se an diforc'h etre ar mouezhioù a-du hag ar mouezhioù a-enep er referendom-se.
[kemmañ] Eil lodenn an XXvet kantved ha deroù an XXIvet kantved – Mare kempred
Neuze e teu Italia da vezañ ur renad demokratel, lusket dreist-holl gant an Demokratelezh kristen ha gant strolladoù laik enepfaskour. Petra bennak ma veze ingal cheñchamantoù er ministrerezhioù e oa bet anavezet Italia gant ar broioù all, e teuas da vezañ unan eus ar broioù kentañ eus Unaniezh Europa ha diorroet e vez hec’h amerzh evel ma ne oa bet graet morse a-raok (ar « Burzhud »). Tamm-ha-tamm e veze kreñvaet Strollad komunour Italia, ur strollad habask a-walc’h anezhañ. Gant-se ne oa ket bet kalz a cheñchamantoù bras e buhez politikel ar vro evit a sell an dilennadegoù betek 1976, da lavaret eo betek an « treuzemglev istorel » hag ivez betek ar « bloavezhioù plom », merket gant ar sponterezh a veze lusket ken gant tud a-du gant an tu dehou pellañ ken gant tud a-du gant an tu kleiz pellañ. Tamm-ha-tamm e oa bet lezet gant an Demokratelezh kristen ul lodenn eus ar galloud da strolladoù politikel gwanoc'h evel ar Strollad republikan Italian pe ar Strollad Sokialour talian. Ur strollad politikel a bouez e oa chomet memes tra. Adreizhoù sokial bras a oa bet degemeret dre referendom (an dizimeziñ, an diforc’hiñ diwar vugale) pe lezennoù zo bet mouezhiet (« Psicatria democratica ». Breinet e oa bet metoù an aferioù meur a wech gant an arc’hant, setu perak eo bet an oberiadenn varnerezhel a veze anvet « Mani pulite » (Daouarn naet). Goude se e oa bet adaozet bed ar politikerezh a-vras hag e-se e oa bet kaset an darn vrasañ eus ar strolladoù politikel da netra pe e oa bet kemmet o durc’hadur, ar pezh a oa bet kreñvaet gant ar referendom e 1993 hag ivez gant ar Mataarellum a zo bet degemeret e 1994 (ur reizhiad dilenn kemmesk). Gant-se e voe lakaet diaes-tre buhez politikel Silvio Berlusconi. Buan-tre e oa bet lezet a-gostez gant ar strolladoù politikel turmudus evel ar strollad estrengas Kevre an Norzh. Dont a reas Silvio Berlusconi er galloud en-dro e 2001 pa oa bet trec’h da-geñver an dilennadeg. Ne oa ket deuet a-benn an « tu kreiz kleiz », bet dilennet etre e zaou respet, da gas da benn un adreizh [[Bonreizh Italia|bonreizhel a bouez. Gouarnamant Silvio Berlusconi II a oa bet gouarnamant kentañ Italia o ren ken pell ar republik-se a-hed-se, daoust ma’z eus bet un enkadenn bolitikel, armerzhel hag onestiz evel ma ne oa ket bet a-raok.
Adalek ar 6 betek an 10 a viz Du 2002 e oa bet dalc’het kentañ Forom sokial Europa e Firenze, da-heul stourmadennoù taer an S8 e Genova.
E 2006 e oa ar maout gant an tu kleiz, kaset en-dro gant Romano Prodi en Dilennadegoù kannad 2006. E miz Eost 2006 en doa goulennet Ehud Olmert digant Romano Prodi lakaat Italia da gemer penn ar Finul a oa "kreñvaet" goude ar brezel etre Israel ha Liban e 2006, ar pezh a vo graet e miz C’hwrever 2007.
[kemmañ] Politikerezh
Republik kentañ Italia a oa bet diazezet gant Bonreizh Italia e 1947. Dispartiet e oa bet galloudoù ar Gouarnamant, ar Parlamant hag ar Justis ha krouet e oa bet div gambr :
- Kambr ar Gannaded (« Camera dei Deputati ») gant 630 kannad
- Ar Sened (« Senato della Repubblica gant 630 kannad (hag ivez gant prezidanted kozh ar Republik ha 5 senedour, d’ar muiañ, a vez anvet gant Penn ar Stad (sammañ a reont o c’harg a-hed o buhez).
Dilennet e vez ar Parlamant gant ar mouezhiañ hollek eeun hervez aozioù damheñvel. Kemmet e oa bet lezenn an dilennadegoù un tamm, da-heul ur referendom e 1993 a oa bet aozet evit lakaat war-sav ur mouezhiañ muiañ-niverel (75 %) evit ma vije stabil ar gouarnamantoù, ar pezh ne oant ket e deroù ar Republik abalamour ma oa re a strolladoù politikel hag abalamour ma ne oa ket tu d’ar strolladoù politikel pebeilañ. Kemmet e oa bet en-dro e dibenn 2005 evit lakaat war-sav ur mouezhiañ kenfeurel eus listennoù bloc’het evit ma ne vije ket bet koll Ti ar Frankizoù, ar pezh a oad o c’hortoz moarvat. E penn ar gouarnamant emañ Prezidant ar C’huzul, « primus inter pares ». Prezidant ar Republik eo Penn ar Stad. Galloudoù bevennet en deus ha dilennet eo e-pad seizh vloaz gant an div gambr bodet (hag ivez gant dileuridi evit ar rannvroioù).
E dibenn 2005 e oa bet degemeret adreizh ar Vonreizh gant ar Parlamant. Diwar an adreizh-se e tlefe bezañ krouet un « 3e Republik » hag an tiriadoù a zlefe bezañ aozet evel ur c'hevread. Galloudoù astennet-mat a zlefe bezañ roet d’ar Ministr kentañ (anv roet da Benn ar Gouarnamant). A-hend-all ne vefe nemet 530 kannad (-100) e Kambr ar Gannaded ha 265 senedour (-50) e Sened ar Republik. Gant ar mouezhiañ dieeun e tlefe ar senedourien bezañ dilennet. An adreizh-se a oa da vezañ kadarnaet dre referemdom e-pad semestr kentañ 2006.
Ar gouarnamant kent (kreizenn-dehou), lesanvet Ti ar Frankizoù (Casa delle Libertà), a oa bet savet diwar emglev gant meur a strollad : Forza Italia (= Nerzh Italia koulz ha War-raok Italia !), zo bet krouet gant Silvio Berlusconi, ar strollad Aliañs broadel, ur strollad tost eus ar strollad kozh Luskad Sokial Italia, demokrated-kristenien eus an tu-dehou, bodet er strollad UDC hag ar strollad Kevre an Norzh. D'ar 15 a viz Ebrel 2005 e oa bet kuitaet gouarnamant Berlusconi gant ar strolladoù UDC hag ar strollad Strollad Sokialour Italia Nevez, en ur reiñ lizhiri-dilez o ministred, Ar pezh a oa bet pennkaoz buan d’un enkadenn er gouarnamant. Roet en doa Berlusconi e zilez d’an 20 a viz Ebrel 2005 ha karget e oa bet da stummañ ur gouarnamant nevez ha touet en doa le d’an 23 a viz Ebrel. Ne oa ket bet degaset kalz a cheñchamañtoù-se er gouarnamant hag an daou strollad o doa roet o dilez zo distroet izili ennañ. Ur ministrerezh hepken, hep ministr en e benn, a oa bet krouet ha karget e oa bet da blediñ gant diorren Mezzogiorno.
Romano Prodi en doa gounezet dilennadeg kannad an 9 ha 10 a viz Ebrel 2006. Anvet e oa bet neuze da Prezidant Kuzul ar Vinistred, gant Giorgio Napolitano, bet dilennet da Brezidant ar Republik d’an 10 a viz Mae 2006.
Gant strolladoù politikel disheñvel eo bet kompozet kenunaniezh en deus votet ar fiziañs d'ar gouarnamant. Prodi, penn ur strolladig kreizenn-gleiz, en deus bodet en Unione sokialourien, ekologiezhourien, komunourien (deuet da vezañ sokial-ha-demokrat) hag en deus resevet un harp eus an diavezh digant Addiazez komunour (Rifondazione communista). Tapet en deus ur muiañniver ledan e Kambr ar Gannaded, met bez ez oa 158 diwar senatourien a zo bet aet da harpañ e gostezenn.
D'an 21 a viz C'hwevrer 2007, goude ur votadenn kontrol dezhañ digant daou senedour en deus disklêriet Prodi e vefe ret d'ar gouarnamant bezañ divodet, met nac'het eo bet gant Prezidant ar Republik ha votet eo bet ar fiziañs fgant ar Sened en dro.
[kemmañ] Poblañsouriezh
[kemmañ] Armerzh
Italia zo ezel eus an S8 (S8 : an eizh bro c’hreantelaetoc’h er bed) hag ar c’hwec’hvet Stad armerzhel eus ar bed ivez. Rannvroioù an norzh, Lombardia en o zouez, o deus unan eus PDKoù (produadur diabarzh kriz) dre annezad an uhelañ eus Unaniezh Europa (29 140 dolar/annezad e 2004). Ken uhel pe dost ouzh PDK Île de France pe hini rannvro Londrez. En enep ez eus dale gant rannvroioù ar c’hreisteiz evit a sell diorren an armerzh e-keñver rannvroioù an norzh.
Italia zo ur vro c’hreantelaet liesseurt hec’h armerzh, zo he froduadur diabarzh kriz, hollek pe dre zen, ken uhel ha hini Frañs pe Breizh-Veur.
An diarbennoù evel sevel nebeutoc’h a dailhoù ret, heblekaat war un dro marc'had al labour evit ma vefe bresk aozioù labour an implijidi hag ar reolennoù evit an implijerien, adreizhañ reizhiad koustus ar retredoù hag e-se digreskiñ al leveoù, ne vezont ket kaset kalz war-raok abalamour ma ne endro ket an armerzh evel a vennfe an Italianed hag abalamour ma n'emañ ket ar sindikadoù a-du gant se.
[kemmañ] Mediaoù
- Roll kazetennoù Italia
- (it) Rai Radiotelevisione Italiana (=> Lenn Rai (skinwel)), ar strollad mediaoù klewelet zo ennañ Rai Uno, Rai Due, Rai Tre hag Rai Sat, met ivez skingomzioù evel Radio Uno, Radio Due, Radio Tre
[kemmañ] Relijion
Patrom:Entête tableau charte |+ Gouelioù ha deizioù gouel ! Deiziad !! Patrom:Nwt !! Patrom:Nwt !! Evezhiadennoù |- | 1añ Genver || Kalanna || Capodanno | |- Patrom:Ligne grise | 6 a viz Genver || Sul ar Rouaned || Epifania (pop. Befana) | |----- | "Etre an 22 a viz Meurzh hag ar 25 a viz Ebrel || Pask || Pasqua | |- Patrom:Ligne grise | "Etre an 23 a viz Meurzh hag ar 26 a viz Ebrel || Lun Fask || Lunedì dell'Angelo (anv poblek Pasquetta) | |----- | 25 a viz Ebrel || Dieubidigezh || Liberazione | 1945 |- Patrom:Ligne grise | 1añ Mae || Gouel al Labour || Festa dei lavoratori | |----- |2 a viz Mezheven || Gouel ar Republik || Festa della Repubblica |1946 |- Patrom:Ligne grise | 15 août || Assomption || Assunzione (pop. Ferragosto) | |----- | 1añ Du || Gouel an Hollsent || Tutti i Santi ou Ognissanti | |- Patrom:Ligne grise | 8 a viz Kerzu || Maria krouet-dinamm | Immacolata Concezione || |----- | 25 a viz Kerzu || Nedeleg || Natale | |- Patrom:Ligne grise | 26 a viz Kerzu || Sant Stefan || Santo Stefano | |}
Spisaet eo bet gouelioù ar relijion gatolik gant un dekred e 1985, da-heul emglev ar c'honkordad (mellad 6) a oa bet kensinet e Roma d'an 18 viz C'hwevrer 1984 gant renerien Republik Italia ha re ar Sez Santel (Vatikan) hag a oa bet peurwiriekaet gant al lezenn niv. 121 eus ar 25 a viz Meurzh 1985 :
- Bep Sul ;
- d’ar Patrom:1añ a viz Genver, Maria Santissima Madre di Dio (Santez Varia, mamm Doue) ;
- d’ar 6 a viz Genver, Epifania del Signore (Épiphanie du Seigneur) ;
- d’ar 15 a viz Eost, Assunzione della Beata Vergine Maria (Gouel Itron Varia hanter Eost ) ;
- d’ar Patrom:1añ a viz Du, tutti i Santi (an Hollsent) ;
- d’an 8 a viz Kerzu, Immacolata Concezione della Beata Vergine Maria (Gouel Maria krouet-dinamm) ;
- d’ar 25 a viz Kerzu, Natale del Signore (Nedeleg an Aotrou) ;
- d’an 29 a viz Mezheven, SS. Pietro e Paolo (Sent Pêr ha Paol), evit kumun Roma.
[kemmañ] Lenn ivez
- Kronologiezh Roma
- Bonreizh Italia
- Roll prezidanted Italia
- Roll rouaned Italia
- Roll glad ar bed en Europa
- Skolioù-meur Italia
- Anvioù annezidi Italia
- Plakennoù-marilh Italia
- Rannvroioù Italia
- Poblañs proviñsoù Italia
- Keginerezh Italia
- Gwin Italia
- Keuzioù Italia
- (it) Wikipedia en italianeg
[kemmañ] Liammoù diavaez
- (it) Lec’hienn Genrouedad ofisiel gouarnamant Italia
- (it) Porched melestradur Italia
- (fr) Fedoù ha sifroù a-zivout Italia
- Kartennoù Italia
|
|||
Alamagn · Aostria · Belgia · Breizh-Veur · Danmark · Estonia · Finland · Frañs · Gres · Hungaria · Italia · Iwerzhon · an Izelvroioù · Kiprenez · Latvia · Lituania · Luksembourg · Malta · Polonia · Portugal · Slovakia · Slovenia · Spagn · Sveden · Republik Tchek |
|||
Ar 21 Stad ezel eus Kuzul Europa, ouzhpenn ar re meneget a-us | |||
Albania · Andorra · Armenia · Azerbaidjan · Bosnia-ha-Herzegovina · Bulgaria · Island · Jorjia · Kroatia · Liechtenstein · Moldova · Monaco · Norvegia · Republik Makedonia · Roumania · Rusia · San Marino · Serbia · Suis · Turkia · Ukraina |
|||
Stadoù europat, er-maez eus Kuzul Europa | |||
Belarus · Montenegro · Vatikan |
|||
Rannvroioù europat gant ur statud ispisial | |||
Åland · Akrotiri ha Dekhelia · Jibraltar · Gwernenez · Manav · Inizi Faero · Jerzenez · Jan Mayen · Kosovo · Svalbard | |||
Stadoù europat, ha n'int ket anavezet | |||
Republik Turk Kiprenez an Norzh · Treuznistria ·Nagorno-Karabac'h ·Abc'hazia ·Osetia ar Su ·Tchetchenia |
Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel (AFNA) | |
---|---|
Alamagn | Belgia | Bulgaria | kanada | Republik Tchek | Danmark | Spagn | Estonia | Frañs | Gres | Hungaria | Island | Italia | Latvia | Lituania | Luksembourg | Norvegia | an Izelvroioù | Polonia | Portugal | Roumania | Slovakia | Slovenia | Turkia | Breizh-Veur | Stadoù-Unanet Amerika |