Kaerell
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
![]() M. nivalis
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Mustelidae | ||||
Iskerentiad : | Mustelinae | ||||
Genad : | Mustela | ||||
Anv skiantel | |||||
Mustela nivalis Linnaeus, 1758 |
|||||
|
Ar gaerell a zo an ezel bihanañ eus ar genad mustela. Ar c'higdebrer bihanañ eo.
Taolenn |
[kemmañ] Annez
Kavout a reer ar gaerell e norzh Amerika, Azia hag Europa. Diouer a ra en Iwerzhon hag e reter Kanada, avat: Lakaet e oa bet e Zeland Nevez. Krediñ a raed e furme ar boblañs amerikan ur spesad distag met dilezet e oa bet ar vartezadenn-se. He c'havout a reer e pradennoù, e strouezhegoù hag war vevenn ar c'hoadegoù dreist holl.
[kemmañ] Livadur
Un aneval moan gant ul lost hir ha pavioù berr eo ar gaerell evel an holl izili eus kerentiad ar Mustelidae, ar pezh a ro tro dezhi da heuliañ he freizhoù en o douarenn.Sklaereoc'h eget hini izili arall he genad eo he blevad ha gwenn eo he c'hoff. Er rannvroioù yen e c'hell mont da wenn penn da benn. Ral e vuzul muioc'h eget 23 cm.
[kemmañ] Emzalc'h
Ganti hec'h-unanig e vev ar gaerell er-maez eus an amzer barañ. Gallout a ra ar parezed genel meur a wech bep bloaz pa vez diouer a voued: Hemolc'hiñ a ra ar gaerell preizhioù kalz brasoc'h egeti hec'h-unan, evel ar c'honikled.