Azia
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Azia a zo al lodenn kreiz ha reter eus kevandir an Eurazia hag eo Azia an holl Eurazia nemet ledenez Europa. Koulskoude, e-keñver ar c'heologiezh hag an douaroniezh, n'eo ket Azia ur c'hevandir nag un iskevandir. En Azia e kaver war-dro 60% eus poblañs ar bed.
Diaes eo kavout harzoù resis, dreist-holl etre Europa hag Azia :
- Etre Azia hag Afrika : Kanol Suez hag ar Mor ruz
- Etre Azia hag Europa :
A-hed strizh-mor an Dardanelled, mor Marmara, strizh-mor ar Bosfor, a-dreuz ar Mor du, a-hed aridennadoù ar C'haokaz hervez lod tud, er gwantenn Kouma-Manych hervez lod all, a-dreuz ar Mor Kaspian, a-hed ar stêr Oural hervez lod, a-hed ar stêr Emba hag ar menezioù Oural hervez lod all hag enezeg Zemlya-Nevez.
E-keñver ar rannoù politikel e lakaer en Azia an Eurazia nemet Rusia, met an inizi nes a gaver er Meurvor Indez hag er Meurvor Habask.
[kemmañ] Gerdarzh
Dont a ra ar ger eus ar gresianeg kozh Ασία (Asia) dre al Latin, gwelet evit ar wech kentañ e testennoù Herodotos o taveiñ da Azia Vihan pe diwar-benn ar Brezelioù persat, o taveiñ d'an Impalaeriezh persat e-tal Bro-C'hres hag Egipt. Meneget eo bet gant Homeros un tiern o ren meur a geoded ha kevredet gant Troaz, Asios e anv, mab da Hirtacos.
Kevandirioù ha rannvedoù | |||
![]() Norzhamerika |
![]() Europa |
![]() Eurazia |
![]() Azia |
![]() Amerikaoù |
![]() Eurafrazia |
![]() Okeania |
![]() Aostralia |
![]() Suamerika |
![]() Afrika |
![]() Antarktika |
Gourgevandirioù kozh : Gondwana • Laurazia • Pangea • Rodinia |
|
![]() |
---|---|
Afghanistan | Arabia Saoudat | Armenia2 | Azerbaidjan1 | Bahrein | Bangladesh | Bhoutan | Brunei | Egipt3 | Emirelezhioù Arab Unanet | Filipinez | India | Indonezia5 | Iran | Iraq | Israel | Japan | Jordania | Jorjia1 | Kambodja | Kazac'hstan1 | Kiprenez2 | Kirgizstan | Korea an Norzh | Korea ar Su | Koweit | Laos | Liban | Malaysia | Maldivez | Mongolia | Myanmar | Nepal | Oman | Ouzbekistan | Pakistan | Katar | Rusia1 | Republik Pobl Sina | Republik Sina (Taiwan) | Singapour | Siria | Sri Lanka | Tadjikistan | Thailand | Timor ar Reter4 | Turkia1 | Turkmenistan | Viêt Nam | Yemen | |
Stadoù ha n'int ket anavezet | |
Nagorno-Karabac'h2 | Tamil Eelam | |
Rannvroioù gant ur statud ispisial | |
Hong Kong | Makao | Palestina | |
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Oseania. 5. En Oseania evit un darn. |