Kambrian krenn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar c'hambrian krenn, anvet ivez Albertan, Acadian pe St. David a zo an eil maread douarouriel eus ar c'hambrian. En em astenn a ra eus 513 ± 2 milion a vloavezhioù'zo betek 501 ± 2 a vloavezhioù'zo. Disrannet e daou ismaread nann-anvet.
E-pad ar c'hambrian krenn e veve organeoù iskis skiltroù Burgess.
Seblantout a ra en-deus kemmet kenaozadur kimiek ar meurvorioù e-pad ar c'hambrian krenn. Tra ma oant kenaozet eus aragonit e deroù ar maread e yeas da razek gouledennoù ar c'hambrian krenn dreist holl. An dra-se a zamveneg e oa pinvidik e magneziom ar morioù. War a seblant e tigreskas live ar meurvioù goude 501 milion bloavezhioù'zo ha feur a vagneziom a yeas war gresk. Da get e lakaas ar c'hemm-se an arc'heoyathided hag e pad meur a vilionoù bloavezh n'a oa organeg ebet barrek da sevel kerreg war an Douar.
Kenderc'hel a ra ar vuhez da liseakaat, avat, gant donedeigezh an anomalocarided, ar breizherien vras gentañ, hag a c'helle muzuliañ 3 m. Hervez klaskourien'zo eo e-pad ar maread-se ez eo ganet al lagadoù.