Pleistosen
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bez’ ez eo ar Pleistosen ar c’hentañ prantad en amzer a-vremañ, pe ar Pevare Oalad. Padet eo eus talek 1 800 000 vloaz ‘zo betek bremañ pe dost. Fin an Henoalad a ziskouez ar Pleistosen bezañ.
E-pad ar Pleistosen ez eus bet pevar frantad skorneier en Alpoù, o tougen anvioù adstêrioù an Donaw (Danub) : hini Günz (eus 1,2 million a vloavezhioù da 700 000 vloaz), hini Mindel (eus 650 000 vloaz da 350 000 vloaz), hini Riss (eus 300 000 da 120 000 vloaz), ha hini Würm (eus 80 000 da 10 000 vloaz). Etrezo ez eus bet prantadoù hep skorn anvet prantadoù etreskornel.
Pa vez ur prantad skornañ e vez mui-oc’h-mui a skorn o c’holoiñ ar voull douar dre ma vez nebeutoc’h a heoliadur hervez tezenn Milankovic. Tapet e vez an dour gant ar skorn ha setu perak ec’h izela live ar morioù a 100 m. Pa deuzas ar skorneier adarre o lakaat da deuziñ 50 milion a km3 a skorn ; dre se e voe goloet adarre tost da 2 viliard a hektaradoù douar, setu penaos e voe krouet fjord -où Skandinavia hag aber -ioù Breizh.
Trede is-hoalad | Pevare is-hoalad | |||
---|---|---|---|---|
Marevezh an Neogenel | ||||
Miosen | Pliosen | Pleistosen | Holosen | |
Akwitanian | Burdigalian | Zanklean | Izel | |
Langhian | Serravallian | Piasenzian | Etre | |
Tortonian | Messinian | Gelasian | Uhel |