Kazh mor
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Mustelidae | ||||
Iskerentiad : | Lutrinae | ||||
Genad : | Lontra | ||||
Anv skiantel | |||||
Lontra felina Molina, 1782 |
|||||
Statud CITES : | ![]() Adwel 1976 |
||||
|
Ar c'hazh mor (Lontra felina) a zo ur c'hi-dour mor eus Suamerika. Er c'hontrol da izili arall e genretad eo ral d'e gavout en dour dous.
Taolenn |
[kemmañ] Livadur
Anevaled vihan ez eo ar c'hizhier mor. Muzuliañ a reont 100 cm ha pouezañ a reont war-dro 4,5 kg. Gell-du eo kreoñ e gein tra m'eo sklaeroc'h hini e gof. Kaletoc'h eget hini ar c'hon-dour mor. Roeñvet eo e bavioù ha berr e lost.
[kemmañ] Annez
Kavout a reer ar c'hazh mor war aodoù mervent Amerika ar Su, eus su Perou betek Strizh-mor Magalhaes. Un nebeut pennoù a voe bet gwelet war aodoù an Inizi Maloù. Bevañ a reont war aodoù roc'hek bezhinek. Er c'hontrol d'ar c'hon-dour arall a blij gwelloc'h an doureier sioul dezho, e choazont rannvrioù gant avelioù ha redoù kreñv. Pell eus an traezhioù e chomont hag un douarenn na c'heller ket mont war he zu e-pad ar chal e choazont.
Pesked, kranked ha chevrennoù a zebront dreist holl.
[kemmañ] Emzalc'h
Ganto o unanig pe e strolladoù bihan e vev ar c'hizhier mor. Diaes tre ez int da welout en natur ha n'anavezer ket hag ez int tachenadel. C'hoarvezut a ra e stourm ar piri an eil ouzh an egile met hemolc'h a c'hellont asambles pesked vras. Anevaled deiz ez int.
Liesgwregek e c'hell bezañ ar c'hizhier mor met pas atav. En em barañ a reont e mizioù Kerzu pe Geñver ha genel a reont etre daou ha pemp a venned goude un dougen a 60 - 70 devez. Ar venned a chom gant o mamm e-pad 10 a vizioù.
[kemmañ] Mirerezh
Kizhier mor a zo ral ha gwarezet gant lezenn chiliat, peruviat hag arc'hantinat. Hemolc'het e vezent gwechall evit o c'hreoñ ha peogwir int a oant e kevezerezh gant ar besketaerien. Diounnet e oant bet e Arc'hantina hag en Inizi Maloù. Ur gudenn eo ar brigierezh c'hoazh.
N'anavezer ket pegement kizhier mor a chom.