Aod
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Riblennad douar a gaver a-hed ar mor (hag a-wechoù ur stêr) eo an aod (liester aodoù, aodeier hag aochoù e lec'hioù'zo). Diouzh aod eo deveret ar verb aochañ, bageal pe besketa en ur chom tost eus an aod hag aocha, dastum boued-aod pe draoù mor e-tal an aod. Un aocher a c'hell bezañ pe un den o vevañ tost ouzh an aod pe ur vag pe ul lestr ha ne vez kaset pell diouzh an aod. Pa komzer eus an dud pe eus an traoù a zo tost an aod e vez graet an arvor eus an tiriadoù m'emaint warnañ. Peurliesañ e vez implijet aod evit an aod mor, da lavaret eo an aod e-tal an donvor p'eo an arvor evit un aod goudoret ivez (hini ur pleg-mor pe ur vorlenn).
[kemmañ] Termenadur reizhel
Er c'hontrol eus an emglev a gaver etre ar skiantourien e sav diaesterioù e-touez ar wiraourien evit termeniñ an aodoù war kostez an douar peogwir e c'hell bezañ pouezañ war an doareoù korvoiñ ar pinvidigezhioù var ar seizennad douar a gaver en o hed.