Kazh pesketaer
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
![]() P. viverrinus
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Felidae | ||||
Genad : | Prionailurus | ||||
Anv skiantel | |||||
Prionailurus viverrinus pe Felis viverrina Bennett, 1833 |
|||||
Statud CITES : | ![]() Amzeriad adwel dianav |
||||
|
Ar c'hazh pesketaer a zo ur c'hazh krenn e vent eus Azia. Kreoñ gell-louet gant saotroù du a zo gantañ hag ur vuzell blaen-tre en deus. Variant eo e vent. En India e c'hell tapout 80 cm (hep al lost) tra ma n'eo nemet 65 cm en Indonezia.
E geunioù-mor ha war ribloù ar stêrioù e vev dreist-holl hag, er c'hontrol eus an darn vrasañ eus ar c'hizhier, e neuñv mat-tre.
Pesked a zebr dreist-holl zoken ma hemolc'h grilhed-dour, raned hag anevaled-douar bihan ivez (evned ha logod dreist-holl). Krediñ a raed en doa palvezoù etre e vizied met diskouezet ez eus bet gant enklaskoù nevez e oa e bivier heñvel ouzh re ar c'hizhier arall.
Daou isspesad a zo:
- Prionailurus viverrinus viverrinus pe Felis viverrina vivverina, India, Gevred Azia, Sumatra
- Prionailurus viverrinus risophores pe Felis viverrina risophores, Java , Bali