Keres
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Keres e oa anv latin an doueez hellazat Demeter, doueez ar mediñ hag an eost.
Taolenn |
[kemmañ] Orin an anv
Dont a ra fe an anv eus ur wirizienn indezeuropek "ker" a gaver er gerioù "krouiñ" ha "kresk".
[kemmañ] Implij an anv
- Diwar hec'h anv e teu ar ger etrevroadel cereal, céréale.
- Ur blanedenn gorr dizoloet e 1801 zo bet anvet Ceres.
- An elfenn gimiezh cerium dizoloet e 1803 zo bet anvet diwar ar blanedenn gorr.
[kemmañ] Mojenn
Keres a oa merc'h da Sadorn hag Ops, gwreg ha c'hoar da Yaou, mamm da b-Proserpina o merc'h, c'hoar da Juno, Vesta, Neptun ha Pluton.
Gwelet e vez en oberennoù arzel gant ur vazh-roue, ur banerad bleunioù ha frouezh, hag un torkad ed.
Paeronez eo ivez da gêr Enna, e Sikilia. Hervez ar vojenn he devoa goulennet digant Yaou lakaat Sikilia en neñvoù. Abalamour ma'z eo tric'hornek an enez e voe krouet steredeg an Tric'horn.
[kemmañ] Daouzek skoazeller
Keres he devoa daouzek doueig dindani d'he sikour, d'ober war-dro al labour-douar:
- Vervactor, a zigor an douar kozh
- Reparator, a zrailh an douar kozh
- Imporcitor, a labour gant an arar,
- Insitor a had,
- Obarator,
- Occator a dremen an oglezoù
- Sarritor a c'hwenn
- Subruncinator a c'hwenn adarre
- Messor a ved
- Conuector a charre
- Conditor a vergn
- Promitor a rann.