Kerkopes
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar g-KerKopes (Κερκοπης) a oa daou vreur, paotred fall anezhe, o chom e Thermopylae pe er menez Euboea met redek bro a raent d'ober o zroioù fall.
Gaouiaded touet e oant ha lamponed eus ar re washañ(Lucian, Alexander the false prophet).
Taolenn |
[kemmañ] O anvioù
Hervez ar mojennoù e vez graet meur a anv disheñvel anezhe:
- Passalus hag Akmon,
- Basalas hag Ac'hemon,
- Olus hag Eurybatus,
- pe Sillus ha Triballus
Peurvuiañ avat e vezont kontet da vezañ mibien da Okean ha Teia.
[kemmañ] O zro gant Herakles
Pa oa Herakles oc'h ober e reuziad pinijenn evel mevel da Omphale ne baouezent ket da zont d'ober goap anezhañ, da derriñ e benn, da virout outañ a gousket, goude ma oa bet lavaret dezho gant o mamm: « Ma revrioù bihan gwenn, a-raok pell emaoc'h o vonet d'en em gavout gant ur pezh revr du. »
Ur wech o devoa laeret e armoù digantañ. Kastizañ anezho a reas o stagañ anezho ouzh ur mell skourr dre o zreid, ha bale a rae an haroz gant ar vazh-se war e skoaz, hag al lamponed drek e gein, o fenn en traoñ hervez ma vezont diskouezet war priachoù Hellaz. O welout revr rous dizolo Herakles (a oa bet duet en emgannoù, ma veze graet « revr du » anezhañ gant Teia) e tirollas al lamponed da c'hoarzhin, hag an haroz ivez, ma voent laosket gantañ da vont.
[kemmañ] Mojennoù all
En ur vojenn all e oant bet kemmet gant Zeus e marmouzien (o anv a dalv kement ha "tud lostek") (from this we have the genus Cercopithecus).
En ur vojenn all e oant bet troet e mein gant Zeus pa o doa klasket e vourdañ. Diskouezet e veze ar roc'h e Thermopylae.
[kemmañ] Levrioù
- Graves, Robert, 1955. The Greek Myths, section 136.c-d and references
- Probert Encyclopedia article on Cercopes
- Patrom:Ref-Theoi