Herakles
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Herakles (Ἡρακλῆς / Hêraklễs e gregach), a oa mab da Zeus ha d'ur vaouez a-douez an dud, a oa unan eus harozed veur Hellaz kozh. Hervez ar mojennoù e reas beajoù bras ha troioù-kaer, en-dro d'ar Mor Kreizdouarel ha betek toull-dor an Ifernioù. 12 trevell a zo lakaet war e gont, met pell muioc'h a droioù a reas c'hoazh.

.
Taolenn |
[kemmañ] E anv
Alkides a oa e anv kentañ, met lakaet e voe Herakles gant e dud goude ur pennad, evit klask distanañ konnar an doueez Hera, gwreg Zeus, a oa droug enni outañ.
[kemmañ] Daouzek trevell Herakles
Displeget int er pennad gouestlet dezho.
[kemmañ] Marv an haroz

Goude e timezas Herakles gant Deianeira, merc'h da Œnoé. P'edo dirak ar stêr Evenos a oa dinaozet gant ar glaveier e welas ne vije ket diaes dezhañ treuziñ, nemet n'hallfe ket dougen e wreg neuze. Neuze e tegouezhas un den-marc'h anvet Nessos, a ginnigas sikour Deianira da dreizhañ, tra ma vije Herakles o neuial war o lerc'h. Pa zegouezhas Herakles avat e welas edo Nessos o klask mont war-benn e wreg. Neuze e tapas ur saezh a oa bet labezet a bistri Euzhvil Lern, ha gant e wareg en he bannas e chouk Nessos. P'edo Nessos war e dalaroù e lavaras da z-Deianira kemer e roched d'he glebiañ en e wad hag he c'hinnig da Herakles, evel prouenn eus he fealded e-keñver he gwaz.
Diwezhatoc'h e voe roet ar roched gant Deianeira, aon ganti a goll he fried, aet sot gant ar garantez ouzh Iol,merc'h ar roue Euritos. Roet e voe ganti Lichas, hag hennezh da zerc'hel war Herakles ken e wiskas anezhi.
Herakles a oa krog neuze da santout an tan war e groc'hen. Klask a reas diwiskañ, met peg e oa e groc'hen ouzh e gein, ha pa glaske tennañ an eil e tenne egile war un dro. Kompren a reas neuze e oa bet kontammet gwad Nessos gant binim Euzhvil Lern, lazhet e oa bet an den-varc'h gantañ, ha bremañ e oa mab Zeus o vervel gant ar gwad kontammet ivez. Lakaat a reas an tan en ur bern koad hag en em daolas er flammoù e-keit ma 'z eas Deianira d'en em grougañ.
Zeus ne reas mann, pe n'hallas ober mann d'e saveteiñ, nemet kinnig a reas dezhañ ul lec'h en Olimpos e-touesk an doueed arall, tost ouzh e enebourez kozh Hera.