Kevelouri
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Taolenn |
[kemmañ] Termenadur
Ar gevelouri a zo ur stumm kevredad diazezet war pennaenn ar c'hevelerezh. Servijout ar gwellañ e berzhidi (gopridi pe arvalien) eo he fal. Diazezet eo war ar bennaenn zemokratel « un den, ur vouezh » evit an divizoù da gemer, er mod-se eo par a-fet gwir ar c'hopridi pe an arvalien.
E-touez ar c'hevelourioù, e tigemmer:
- ar c'hevelourioù obererezh hag implij (KOI),
- ar c'hevelourioù labour-douar,
- ar c'hevelourioù broduiñ, da skouer ar c'hevredadoù kevelouri broduiñ (KKP) e Frañs,
- ar c'hevelourioù beveziñ,
- ar c'hevelourioù kred ha mikro-kred,
- ar c'hevelourioù annezañ, da skouer re LODEF e Bro-C'hall,
- ar c'hevelourioù kenwerzhourien,
- ar c'hevredadoù kevelourel a zeur hollek (KKDH).
E Frañs, ar frammoù kevelourel diseurt-se a vez bodet e-barzh ar Conseil National de la Coopération (CCB) (Strollad Broadel ar C'hevelerezh). El live bedel ez eo an International Cooperative Association (ICA) a vod anezho. Ar c'hevelourioù produiñ o deus un aozadur bedel dezho o-unan : The International worker cooperative federation CICOPA.
An diforc'h etre « kevelouri » ha « kenwarez » a denn muioc'h da grafoù anvelezh ha framm gwiraouel eget da ziforc'hioù war ar seurt obererezh.
[kemmañ] Istor berr
Robert Owen (1771–1858) a seller outañ evel tad al luskad kevelourel. Ur c'hembread anezhañ, graet ur fortun e kenwerzh ar c'hoton, Owen a soursie eus lakaat e labourerien en un endro dereat ma c'hellent tapout deskamant evito hag o bugale. Ar mennozhioù-se a voe lakaet e pleustr gant berzh e labouradegoù koton New Lanark, e Bro-Skos. Eno e oe voe digoret ar stal gevelourel gentañ. Broudet gant ar berzh-se e teuas dezhañ ar soñj da grouiñ « kêriadennoù keveliñ » lec'h ma 'n em dennfe ar vicherourien o-unan e-maez ar baourentez dre c'hounit o boued, sevel o dilhad hag e fin ar gont 'n em ren o-unan. Klask a reas sevel ar seurt kumuniezh en Orbiston e Bro-Skos hag e New Harmony, Indiana e Stadoù-Unanet Amerika, met d'an traoñ e yeas an div gumuniezh.
Goude m'eo gant Owen e voe awenet al luskad kevelour, tud all – evel an Dr William King (1786–1865) – a sammas e vennozhioù hag a reas dezho bezañ embregadusoc'h ha pleustrekoc'h. King a gave gwell dezhañ kregiñ war un derez bihan, ha meizañ a reas e rankfe ar renkadoù micherour aozañ kevelourioù diouzh o ezhommoù, setu ma 'n em roas ar c'helenn da gefridi pennañ. Diazezañ a reas ur mareadeg miziek The Cooperator e anv, ma teuas er-maez an niverenn gentañ d'ar c'hentañ a viz Mae 1828. Ennañ e gaved mesk-ha-mesk prederouriezh kevelourel ha tunioù pleustrek a-zivout merañ ur stal hervez ar pennaennoù kevelourel. King a aliae an dud da chom hep en em droc'hañ a ziwar ar gevredigezh, met kentoc'h da sevel ur gevredigezh e-barzh ar gevredigezh, ha da gregiñ gant ur stal dre m'eo « ret mat deomp mont d'ur stal bemdez gouloù evit prenañ boued ha diankajoù - perak neuze ne c'hallfemp ket mont d'hor stal-ni ? » Kinnig a reas reolennoù a skiant-vat, evel ensellet ur wezh ar sizhun ouzh ar c'hontoù, bezañ tri c'henverour, ha nag aozañ emvodoù e tavarnioù (kuit a bezañ temptet da evañ ar c'hounidoù). Ur bochad gwiaderien baour, 27 gwaz hag ur vaouez, a 'n em vodas evit stummañ ar Rochdale Equitable Pioneers Society (Kevarzhe Difraosterien Reizh Rochdale) e diwezh 1843. Difraosterien Rochdale, evel ma oad krog d'ober anezho, a embannas Pennaennoù Rochdale e 1844, m'eo diazezet al luskad kevelour warno hiziv.
Kumuniezhioù kevelourel a gaver bremañ dre ar bed a-bezh, unan eus ar skouerioù brasañ hag ar muiañ a berzh dezhañ a zo hini Mondragón e Su Euskadi (s.o. al liamm a-is). Kevelourioù o deus graet berzh e Yougoslavia da vare Tito lec'h ma voe deroet da guzulioù micherour ur roll heverk er merañ.
[kemmañ] Saviad a-vremañ
N'eo ket reizhiadek evit c'hoazh ar pennad amañ da heul, kentoc'h ez eo un heuliad skouerioù aozadurioù kevelourel / kenwarez dre ar bed.
[kemmañ] Europa
[kemmañ] Euskadi
- Ar strollad Mondragón, en deus da obererezhioù ar c'henderc'hiñ, ar c'hred, ar c'helenn hag an imbourc'h, lec'hiet e Su Euskadi (218 embregerezh ha 71 000 goprad, un hanter anezho a zo war un dro kevrennerien). Produiñ a ra pergen titredanerezh dindan ar merk FAGOR ;
[kemmañ] Alamagn
- Ar strollad Raiffeisen, a orin alaman, imboudet frank en Alamagn, Aostria, Benelux, Suis ha bremañ en Europa ar reter. Tennañ a ra e obererezh pergen ouzh al labour-douar hag ar bank hag ar gevrennerien a zo dreist-holl an arvalien ;
[kemmañ] Suis
- Ar gevelouri Migros, brasañ dasparzher suis a broduioù beveziñ ;
- Ar gevelouri Coop, eil dasparzher suis a broduioù beveziñ.
[kemmañ] Sveden
- Ar c'hevelourioù beveziñ [Konsum] [(Inköpscentralernas Aktiebolag)] ha [(Kooperativa Förbundet)] o deus ur plas dreistpouezus e marc'had svedat ar beveziñ.
[kemmañ] Frañs
- Ar c'havioù kevelourel o deus ur plas bras war ar produiñ gwin, lakaet er-maez gwiniegi Bourgogn hag hini Bourdel
- A-drugarez da gevelourioù implij dafar labour-douar (KIDLD) eo aveet ar braz eus an dieien dizalc'h
- La Nef
- ar fornigelloù Godin
[kemmañ] Breizh
Ur plas heverk o deus bet ar c'hevelourioù beveziñ (bet ganet e dibenn an 19vet kantvet e keodedoù micherour An Oriant, Sant-Nazer Naoned, Felger, Brest...). Tapet lañs ganto goude an eil brezel-bed gant stalioù-karter Coop" o anv (betek 30% eus ar prenañchoù er Morbihan), e oa bet unanet o rouedadoù etre 1946 ha 1973 ha stummet ar c'hevread UCB, a oa e sez hag e sanailhoù en Oriant. Gant kevezerezh ar gourmarc'hadoù e oa kroget an diskar : freuz-stal disklêriet e 1982, ha barnet an dibennfreuzañ 4 bloaz war-lerc'h. E tachenn al labour-douar hag ar servijoù kellidel e chom bras lodenn ar c'heveliñ. Ur bezañs arouezel a zo ivez tro-dro d'ar sevenadur.
- Coopagri ensezet e Landerne
- Even, kevelouri leonat treuzfurmiñ produioù al laezh
- CMB, bank ur breton diwar tri
- Coop Breizh, dasparzher madoù sevenadurel
- Roudour, kevelouri stummañ e brezhoneg krouet e 1995 en Uhelgoad
[kemmañ] Reter-nesañ hag Afrika
[kemmañ] Asia ha Meurvor Habask
[kemmañ] Japan
Loc'het e 1897, al luskad kevelourel a voe frammet e 1921, dindan renerezh Toyohiko Kagawa. Abaoe 1962 eo unanet dindan an anv NadaKobe, deuet da vezañ Co-op Kobe e 1991. Ar stalioù beveziñ a sav niver o izili da 9 milion a diegezhioù, da lavaret eo 20% anezho.
[kemmañ] Amerika
[kemmañ] Stadoù-Unanet
Bez 'ez eus en tu-hont da 300 kevelouri produiñ er Stadoù Unaned, a vod muioc'h eget 3 500 den hag a c'han muioc'h eget 400 milion $ gounid dre vloaz. Stankoc'h en em gavont er biz, war an aod kornôgat ha Midwest an hanternoz. Ar braz anezho a zo aferioù bihan, gant un nebeut anezho brasoc'h mat ha brudet. Un toullad mat a aparchant da c'hennadoù ar c'henwerzh hag ar servijoù.
[kemmañ] Kebek
- Luskad Desjardins(Caisse populaire Desjardins) Kevelouri espern
- Rouedad Coopsco Kevelourioù e metoù ar skol
[kemmañ] Gwelet ivez
- Kevelerezh
- Kevredigezh
- Kevarzhe
- Kenwarez