Kleweled
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
An arzoù hag an teknikoù mesket enno re ar c'hleved ha re ar gweled eo ar c'hleweled. Krouet eo bet ar ger er bloavezioù 1990 diwar patrom ar galleg audiovisuel.
Implijet e vez evit daveiñ da grouidigezhioù ha da deknikoù savet evit eilañ skeudennoù fiñvus gant sonioù ha sonerezh. Dre vras e vez kaoz eus ar sinema, ar fotoioù eilet gant sonerezh hag ar video. P'en deus aet kazi an holl arzoù ha teknikoù-se da vezañ niverelet e c'heller soñjal eo bet dilamet meur a harz etrezo.
[kemmañ] Daveoù
- Geriaoueg ar c'hleweled, Ofis ar brezhoneg.