Klytaimnestra
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Klytaimnestra pe Klitaimnestra [1], er vitologiezh c'hresian, eo anv unan eus merc'hed Tindareos ha Leda. C'hoar Elena, Kastor ha Polideükes eo.
Eureudiñ a reas gant Agamemnon, roue Mikene ha breur Menelaos, roue Sparta. Pevar bugel he deus bet : Ifigeneia, Krisotemis, Orestes, hag Elektra. Aberzhiñ a ra Agamemnon e verc'h Ifigeneia war atiz an doueez Artemis evit kavout avel a-walc'h evit mont da Droia. Da-heul an dra-se, Klytaimnestra a gemeras ur serc'heg anvet Aigistos ha pa zeuas he fried Agamemnon en-dro goude Brezel Troia e sav un irienn evit lazhañ anezhañ. Hi pe he serc'heg Aigistos a vuntr Agamemnon pa oa o kibellat, gant e serc'h Kasandra.
Lazhet e vo d'he zro gant e vab Orestes, un nebeud bloavezhioù war-lerc'h.
[kemmañ] Arzoù
[kemmañ] Notennoù
- ↑ en henc'hresianeg Κλυταιμνήστρα, Klutaimnếstra, diwar κλυτός, klutós, « brudet, anavezet » (brezhoneg klod(-us)) ha μνάομαι, mnáomai, « klask, pleustriñ »