Koadeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ul ledennad gwez o c'holoiñ ur gorreenn vras eo ar c'hoadeg a gaver nemet e broioù glavek. Gant koad + -eg, lostger al lieskementiñ eo bet savet ar ger. Koulskoude e vez implijet koad evit meur a ledennad bihan gwez ken ez eus un diforc'h brasted etre koadeg ha koad, honnezh brasoc'h eget ur c'hoad. Ur ger kevatal da goad eo gwezeg (gwez + -eg).
[kemmañ] Douaroniezh
A-bouezh bras eo ar c'hoadegoù evit an dourredennoù pa 'z int al lechioù m'eo miret darn an glaveier diwar an diaezhennad ha diwar an dinaouiñ re vuhan : dindan gwez ar c'hoadegoù e c'hell an douar chom gleb diehan ha daleet eo kas an dour d'an traoñ. El lec'hioù m'eo bet distrujet ar c'hoadegoù e chañch an hin ken e teu da vezañ sec'hoc'h. Pa vez kaset d'an traoñ koadegoù ar menezioù e weler ar grignerezh o kas an douar m'o doa krouet ar gwez diwar o delioù kouezhet ha tamm ha tamm e teu ar reier war-wel en-dro.
[kemmañ] Gwezegouriezh
[kemmañ] Sell ivez
- Roll koadegoù brasañ Breizh