Krignerezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
An oberererezh krignat eo ar grignerezh, dezhi ar ster pennañ didammañ traoù munud diwar gorre un dra pe ur vevienn. Da skouer e c'hell loened'zo krignat plusk ha koad ar gwez. un urzhad bronneged a vez graet ar grignerien eus outo (logod, gwiñvered, razhed hag all).
En ur ster strishoc'h e implijer krignerezh e geomorfologiezh evit fenomennoù naturel a gaver war gorre ar voul-douar. Dre vras eo ar grignerezh an etreober diwar darvoudoù fizikel evel an avel, ar glav, an erc'h ha dreist-holl diruilhal an dour a zegas kemmoù en torosennadur.
Kresket eo efedoù ar grignerezh gant an dinaou (kouezh a ra tammoù roc'h pe kaset int pelloc'h gant diruilhal an dour), gant kemmoù an hin (kemmoù ar gwrez), kaleter pe enteuzusted ar roc'h (kouezh a ra abretoc'h ar roc'h tener pe wak).
Dre ar grignerezh e vez stummet ha dis lodenn vrasañ ar stummoù douarel war zouar hag eo goloet foñs ar morioù gant tolzenn divent ar goulezennoù produet.
M'eo pouezus-tre efed ar grignerezh war ar gweledvaoù e ra war e bouez a-hed ar milvedoù ha war milionoù bloavezhioù. Ganti e vez lakaet da gompezennoù menezioù ha leuniet e vez douaroù izel gant goulezennoù dezho un treuz bras, a-wechoù kaset pell-tre gant an avel pe an dour.