Kubewano
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
E steredoniezh eo ur c'h-kubewano un draezenn eus gouriziad Kuiper a gelc'htro en tu-hont da Neizhan ha n'emañ ket e dasson gant ar blanedenn-se. Ar c'hubewanoioù o deus hanter-ahelioù bras er rann 40-50 unanenn astronomel hag, er c'hontrol da Bloudon, ne dreuzont ket kelc'htro Neizhan. Graet e vez traezoù klasel Gouriziad Kuiper anezho ivez, dre ma'z eo peuzkelc'hiek o c'helc'htro.
Dont a ra an anv souezhus eus ar c'hentañ traezenn dreuzneizhanat (TTN) bet dizoloet (en tu-hont da Bloudon ha da Charon), (15760) 1992 QB1. Ar re a oa bet kavet war he lerc'h a oa bet graet "QB1-o's" anezho e saozneg (distaget kioubewno), ha chomet eo an anv-se.
E-touez ar c'hubewanoioù e kaver :
- (15760) 1992 QB1
- 2005 FY9 ar c'hubewano brasañ anavezet hag unan eus an TTNoù brasañ ivez.
- 2003 EL61, ur stumm hir gantañ, div loarenn hag ur reveulzi herrek (3.9h)
- 50000 Quaoar ha 20000 Varuna, e-touez ar re vrasañ (lakaet e vint e-touez rummad ar planedennoù korr un dro bennak, marteze).
- 2002 TX300
- 2002 AW197
- 2002 UX25