Lestr
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Evit digejañ heñvelstummoù eo bet savet ar bajenn-mañ, gra da zibab etrezo :
Ul lestr (liester : listri) a c'hell bezañ :
- Ul lestr (endalc'her), da lavaret eo un endalc'her a zo digor diouzh an nec'h. Skouer : ul lestr evit lakaat bleunioù. Evit ar c'heginañ hag an debriñ e vez implijet kalz a endalc'herien (podoù, asiedoù, gwerennoù, pladoù, kaoterioù, kastelodennoù...). Goude pep pred e ranker "skaotañ al listri".
- Ul lestr (merdeadurezh), da lavaret eo ur savadur bras awalc'h (ur vag vras) hag a c'hell en em diblas war an dour. Implijet e vez ul lestr evit treuzdougen tud, marc'hadourezhioù hag all.
- Ul lestr (anatomiezh), da lavared eo ur framm eskern a weler e korf an dud hag hini ar bronneged uhel.
NB : E galleg e kaver ar ger vaisseau gant daou ster heñvel ouzh lestr : koulz un endalc'her hag ur vag vras.