Lizherenneg aramaek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Un abjad eo al lizherenneg aramaek, implijet gwechall evit skrivañ an aramaeg, ur yezh semitek.
Er penn-kentañ e veze skrivet an aramaeg gant al lizherenneg fenisek hag a gemmas tamm-ha-tamm betek tizhout stummoù al lizherenneg aramaek diskouzet en daolenn i-is. Pa deuas an aramaeg da vezañ unan eus yezhoù boutin pennañ ar Reter C'hreiz tro-dro d'an 8vet kantved a-raok ar varevezh voutin e veze implijet al lizherenneg aramaek evit ober gant an hebraeg dre skrid ivez ha diwar se e voe diorroet al lizherenneg hebraek manet tost-tre stummoù he lizherennoù ouzh re al lizherennek aramaek a talveze da batrom.
Ouzhpenn-se, diwar patrom lizherennoù stag al lizherenneg aramaek e voe diorroet stummoù lizherennoù al lizherenneg siriek ha d'o zro lizherennoù al lizherenneg arabek da c'houde ivez. Diazez al lizherenneg vongolek an hini e oa ivez.
Hiziv avat e vez skrivet an aramaeg biblek hag rannyezhoù an yuzev aramaeg a-vremañ gant al lizherenneg hebraeg, oc'h implijout al lizherenneg siriek evit ar rannyezhoù komzet gant kristenion.
Anv al lizherenn | Stumm al lizherenn | Lizherenn hebraek a glot ganti | Distagadur (LFE) |
---|---|---|---|
Alef | א | [ʔ]; [a:], [e:] | |
Bet | ב | [b], [v] | |
Gimel | ג | [g],[ɣ] | |
Dalet | ד | [d], [ð] | |
He | ה | h | |
Waw | ו | [w]; [o:], [u:] | |
Zayin | ז | [z] | |
Het | ח | [ħ] | |
Tet | ט | [tˁ] | |
Yod | י | [j]; [i:], [e:] | |
Kap | ך / כ | [k] | |
Lamed | ל | [l] | |
Mem | ם / מ | [m] | |
Nun | ן / נ | [n] | |
Samek | ס | [s] | |
Ayin | ע | [ʕ] | |
Pe | ף / פ | [p], [f] | |
Tsade | , | ץ / צ | [sˁ] |
Qop | ק | [q] | |
Resh | ר | [ɾ] | |
Shin | ש | peurliesañ [ʃ], a-wechoù [s] | |
Taw | ת | [t], [θ] |
[kemmañ] Gwelet ivez
[kemmañ] Liammoù diavaez
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |