Lizherenneg arabek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Istor al lizherenneg |
---|
Oadv. arem kreiz e-tro XIX-XVvet kt JK
|
Meroiteg e-tro IIIe kt JK |
Genealogiezh klok |
Implijet eo al lizherenneg arabek evit skrivañ an arabeg dreist-holl. Kentoc’h eget ul lizherenneg ez eo ar reizhiad implijet evit skrivañ an arabeg un Abjad. Abjadoù a vez implijet evit skrivañ yezhoù semitek all ivez. Abjad a vez graet eus ur reizhiad skrivañ na notenn nemet kensonennoù ur yezh, war-bouez nebeut.
Evel m'eo bet implijet al lizherenneg arabek evit skrivañ ar C’horan, levr sakr ar Vuzulmaned, eo en em ledet levezon al lizherenneg-se a-genfeur gant araokadennoù an Islam. Ha setu perak eo bet implijet (hag ez eo c’hoazh) evit skrivañ yezhoù all n'int ket kar tamm ebet gant an arabeg. Ar perseg (pe farsi), an turkeg a-raok 1928 (pa c’hourc’hemennas Mustafa Kemal Atatürk ober gant un treuzskrivadur latin), ar c’hashmiri, ar sindhi pe c’hoazh an ourdou hag ar c’hurdeg a ra pe o deus bet graet gant al lizherenneg-se. An holl yezhoù-se, war-bouez an turkeg, zo yezhoù indezeuropek. Alies-kaer ez eus bet ranket ouzhpennañ pe kemmañ lizherennoù zo d'al lizherenneg evit azasaat anezhi ouzh reizhiad fonologel ar yezhoù-se. Yezhoù afrikan zo, evel an haoussa o deus bet graet gant al lizherenneg arabek a-raok degemer un treuzskrivadur latin a-benn ar fin. Evit gouzout hiroc’h diwar-benn an azasadurioù bet graet d'al lizherenneg arabek, sellit ouzh Implij al lizherenneg arabek e yezhoù all
Ne bled ket ar pennad-mañ gant distagadur al lizherenneg arabek.
[kemmañ] Digoradur
Nav lizherenn diazez warn-ugent a ya d'ober al lizherenneg arabek. Eizh warn-ugent ma lakaer an hamza a-gostez rak gallout a ra bezañ pe ul lizherenn drezi hec’h-unan pe un arouezenn diakritek. Skrivet e vez an arabeg a-zehou da gleiz. N'eus diforc’h ebet etre al lizherennoù dornskrivet hag al lizherennoù moullet. Ne lakaer ket kemm kennebeut etre ar pennlizherennoù hag al lizherennoù munud. Diouzh an tu all e vez staget an darn vrasañ eus al lizherennoù an eil ouzh eben, memes pa vezont moullet, ha kemmañ a ra an tres anezho hervez ma'z eus lizherennoù all dirazo pe war o lerc’h pe pa vezont en o-unan. Ober a reer adstummoù diouzh ar gendestenn eus an dra-se. Lizherennoù zo avat ne vezont ket staget morse ouzh lizherenn all ebet. Evit gwir, e c’hall ur ger hepken bezañ dastroc’het gant un esaouenn pe meur a hini tre evel ma vez graet evit dispartiañ ar gerioù kenetrezo. Peurliesañ eo brasoc’h an esaouennoù etre ar gerioù eget ar re zo e diabarzh ur ger etre al lizherennoù distag avat.
Un abjad eo al lizherenneg arabek. Se a dalvez e rank al lenner, gouzout eus framm ar yezh evit adkavout ar vogalennoù. Evit se eo sikouret gant dasparzh peuzreoliek ar vogalennoù e diabarzh ar gwrizioù kensonennek zo diouzh yezhadur ar yezh. Sellet ouzh ar pennad a denn d'an arabeg war-eeun evit kaout muioc’h a ditouroù. Implijet e vez un notadur vogalennet resis pe resisoc’h en testennoù didaktek pe en embannadurioù ar C’horan avat. Graet e vez gant diakritegoù. Ouzhpenn e vez graet ivez en testennoù-se gant un heuliad diakritegoù silabenniñ a zo ar re voazetañ anezho ar '(sukūn pe soukoun), a verk an ezvezañs a vogalenn, hag ar (šadda pe chadda), a verk geminadur ar c’hensonennoù
Lakaat a reer al lizherenneg-mañ da sevel betek al lizherenneg arameek en hec’h adstumm nabateek pe siriek a ziskenne eus al lizherenneg fenikek. Homañ eo zo bet mamm d'al lizherennegoù hebraek, c’hresianek ha, da-heul, d'al lizherennegoù kirillek, latin, hag all. E 512 eo testeniekaet an destenn gentañ skrivet gant al lizherenneg arabek. N'eo ket nemet er VIIvet kantved m'eo bet ouzhpennet ar pikoù a-us pe a-is da lizherennoù zo evit o disheñvelaat. Nebeutoc’h a soniadoù eget an arabeg a oa gant ar patrom arameek. E penn-kentañ e oa bet ranket implijout ul lizherenn hepken evit skrivañ meur a soniad eta. P'eo bet graet ar cheñchamantoù eo bet direnket urzh al lizherennnoù ha se zo kaoz ne heuilh ket mui al lizherenneg arabek urzh hengounel lizherennegoù ar yezhoù semitek all (anvet urzh ar sav-heol, bet dalc’het gant an hebraeg betek hiziv.
Evit gouzout hiroc’h, sellit ouzh ar pennad istor al lizherenneg arabek.
[kemmañ] Treuzskrivadur ha treuzlizherennadur
Meur a zoare zo da dreuzlizherennañ ha da dreuzskrivañ al lizherenneg arabek. En teul-mañ e vo graet kentoc’h gant an treuzlizherennañ DIN-31635. Gallout a ra an arabeg bezañ kodet gant lies reizhoù arouezennoù, en o zouez ISO-8859-6 hag Unicode, a-drugarez d'ar bloc’had arabeg zo etre U+0600 ha U+06FF. N'eo ket merket en daou rikoù-se ar stumm a rank ul lizherenn gwiskañ hervez ar gendestenn avat. D'ar c’heflusker diskwel eo diuzañ al lagad mat. E ken kaz az piije c’hoant kodañ stumm dibarek un arouezenn e kaver memes tra ar bloc’hadoù « Stummoù kinnig evit an arabeg A » (U+FB50 da U+FDFF) ha « Stummoù kinnig evit an arabeg B » (U+FE70 da U+FEFF). Enno emañ an darn vrasañ eus adstummoù an arouezennoù en o c’hendestenn hag ivez arouezennoù astennet evit yezhoù all. Erfin, poellek eo ar c’hodañ evit an arabeg, da lavaret eo e skriver an arouezennoù hep prederiañ pelloc’h war tu ar skrivañ (eilpennet evit ur c’hornôgad). D'ar c’heflusker diskwel eo embann an arouezennoù en tu mat. Er-c’heñver-se, ma welit ar gerioù arabek skrivet en tu kontroll war ar bajenn-mañ, eo peogwir eo re gozh ar stumm zo ganeoc’h eus keflusker diskwel Unicode. Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar pezh a denn d'ar c’hodañ an arabeg, sellit ouzh sturlevr Unicode a c’haller da gaout war Hapax (e galleg).
Heuliañ a ra ar pennad-mañ an treuzskrivañ hag an treuzlizherennañ a gaver er reolad DIN-31635, dreist-holl ; merket eo an adstummoù stag ouzh reoladoù all gant ur varrenn veskellek (s.o. Treuzskrivañ ar yezhoù semitek). notennit e c’haller erlec’hiañ ar makron a skiver a-us d'ar vogalennoù gant un tired kognek. Evit treuzlizherennañ an arabeg e ranker merkañ sklaer an arouezennoù na vezont ket distaget pe a vez distaget evel arouezennoù all, kuit a nep amjestregezh ; koulskoude ne ra an treuzlizherennañ nemet heñchañ an distagadur. Sellet traoñoc’h evit gouzout hiroc’h. Heuliañ a ra an treuzskrivadur fonetek (eeunet un disterañ amañ) reolennoù an API : mar fell deoc’h mont donoc’h war distagadur an arabeg, sellit ouzh ar pennad fonologiezh an arabeg. Nemet e vije resisaet un dra bennak all e vo treuzskrivet an arabeg er pennad-mañ ha neket treuzlizherennet eo. Vogalennet eo an holl dermenoù skrivet en arabeg ha merket eo an holl diakritegoù (war-bouez ur sukūn bennak). war ar pemdez eo ral-kenañ seurt notadur klok na vez kavet nemet en oberennoù didaktek, evel ar pennad-mañ.
[kemmañ] Lizherennoù diazez
Graferezh | Anv | Treuz. | Talvoud. | |||
hec’h-unan | deroù ger | diabarzh | lost | |||
---|---|---|---|---|---|---|
ﺀ | أ, إ, ؤ, ئ |
hamza | ʾ / ’ ha ‚ | [ʔ] | ||
ﺍ | — | ﺎ | ʾalif | ā / â | [aː] | |
ﺏ | ﺑ | ﺒ | ﺐ | bāʾ | b | [b] |
ﺕ | ﺗ | ﺘ | ﺖ | tāʾ | t | [t] |
ﺙ | ﺛ | ﺜ | ﺚ | ṯāʾ | ṯ / th | [θ] |
ﺝ | ﺟ | ﺠ | ﺞ | ǧīm | ǧ / j / dj | [ʤ] |
ﺡ | ﺣ | ﺤ | ﺢ | ḥāʾ | ḥ | [ħ] |
ﺥ | ﺧ | ﺨ | ﺦ | ḫāʾ | ḫ / ẖ / kh | [x] |
ﺩ | — | ﺪ | dāl | d | [d] | |
ﺫ | — | ﺬ | ḏāl | ḏ / dh | [ð] | |
ﺭ | — | ﺮ | rāʾ | r | [r] | |
ﺯ | — | ﺰ | zāy | z | [z] | |
ﺱ | ﺳ | ﺴ | ﺲ | sīn | s | [s] |
ﺵ | ﺷ | ﺸ | ﺶ | šīn | š / sh | [ʃ] |
ﺹ | ﺻ | ﺼ | ﺺ | ṣād | ṣ | [sˁ] |
ﺽ | ﺿ | ﻀ | ﺾ | ḍād | ḍ | [dˁ], [ðˤ] |
ﻁ | ﻃ | ﻄ | ﻂ | ṭāʾ | ṭ | [tˁ] |
ﻅ | ﻇ | ﻈ | ﻆ | ẓāʾ | ẓ | [zˁ], [ðˁ] |
ﻉ | ﻋ | ﻌ | ﻊ | ʿayn | ʿ / ‘ | [ʔˤ] |
ﻍ | ﻏ | ﻐ | ﻎ | ġayn | ġ / gh | [ɣ] |
ﻑ | ﻓ | ﻔ | ﻒ | fāʾ | f | [f] |
ﻕ | ﻗ | ﻘ | ﻖ | qāf | q / ḳ | [q] |
ﻙ | ﻛ | ﻜ | ﻚ | kāf | k | [k] |
ﻝ | ﻟ | ﻠ | ﻞ | lām | l | [l] |
ﻡ | ﻣ | ﻤ | ﻢ | mīm | m | [m] |
ﻥ | ﻧ | ﻨ | ﻦ | nūn | n | [n] |
ﻩ | ﻫ | ﻬ | ﻪ | hāʾ | h | [h] |
ﻭ | — | ﻮ | wāw | w | [w] | |
ﻱ | ﻳ | ﻴ | ﻲ | yāʾ | y | [j] |
Al lizherennoù hep stummoù diabarzh na deroù ger ne vezont ket stag morse ouzh lizherenn all ebet, ha pa vefe e diabarzh ur ger. N'eus nemet un doare da skrivañ an ﺀ hamza rak ne vez ket stag gwech ebet ouzh al lizherenn zo en he raok pe war he lerc’h. Un diakriteg e c’hall an hamza bezañ, a-benn neuze e rank kaout un harpell (lizherenn harp). Ne grog ger ebet er geriadur gant un ʾalif, setu m'eo an hamza al lizherenn gentañ ha pa vefe bet lakaet al lec’h-se d'an ʾalif gant an hengoun hag an istor.
[kemmañ] Lizherennoù all
Graferezh hec’h-unan |
Graferezh deroù ger |
Graferezh diabarzh |
Graferezh lost |
Anv | Treuz. | Talvoud. |
---|---|---|---|---|---|---|
ﺓ | — | ﺔ | tāʾ marbūṭa | h et t / Ø / h / ẗ | [t], [h], Ø | |
ﻯ | — | ﻰ | ʾalif maqṣūra | ā / ỳ | [(a)ː] | |
ﻻ | — | ﻼ | lām ʾalif | lā | [l(a)ː] |
[kemmañ] Tāʾ marbūṭa
Ur gensonenn eo an ة tāʾ marbūṭa (« tāʾ bouklet » ; un deveradenn istorel eus an ت tāʾ eo ha neket eus an ه hāʾ, setu perak ez eus daou bik. Trawalc’h eo bouklañ un tāʾ evit kaout un tāʾ marbūṭa), da lavaret eo un /t/ ; koulskoude, ne vez kavet nemet e lost ar gerioù hag e vez atav un /a/ (skrivet nemeur) en he raok. Ne vez distaget an son /t/ nemet pa vez distaget ivez ar vogalennoù troadurel zo en he raok ; ingal e lamer ar vogalennoù-se en distagadur pemdeziek avat. Setu perak e lavarer, ha pa vefe direizh, e talv al lizherenn-mañ evit [a(t)].
En un distagadur ledan e lakaer da glevet un [h] e-lec’h an [t] pa vez un ehan. Ur ral eo ma vefe treuzskrivet an tāʾ marbūṭa pa vez mut ; n'eus nemet gant an treuzlizherennañ ma vez merket (sellet a-is ouzh ar rannbennad Treuzlizherennañ) peurliesañ, met cheñch a ra an doare aliesik. Er c’helc’hgeriadur-mañ e vo notennet an tāʾ marbūṭa gant ʰ. Sellet ivez traoñoc’h ouzh Doareoù lenn evit titouroù all.
[kemmañ] ʾAlif maqṣūra
Ne vez implijet al lizherenn ى ʾalif maqṣūra nemet e lost ar gerioù ; ul lizherenn hiraat evit ar fonem /a/ eo. E anv a verk ar son roet da glevet, « ʾalif hiraat », ha neket e stumm peogwir e tenn al lizherenn d'ur ي yāʾ. Deskrivet eo e implij er rannbennad « Vogalennoù hir ha lizherennoù hiraat ».
[kemmañ] Ere lām ʾalif
Pa vez un ا ʾalif goude ul ل lām, e ranker erlec’hiañ an div lizherenn gant an ere لا ;gwechall e oa ereoù all a seurt-se na reer ket ganto ken nemet er skridoù kribet-pizh han en un nebeud degouezhadennoù sonnet. Kavet e vezont c’hoazh er testennoù kozh. Lod anezho zo deskrivet er pennad a denn d'an ereoù.
[kemmañ] ʾAlif mut
E gerioù zo, ha dreist-holl pa vez troadennet ar verb, e c’haller skrivañ un ʾalif mut na ra nemet harpañ un diakriteg. Kavet e vez dreist-holl er ger مِائَة miʾa, « kant » (a vefe reishoc’h e skrivañ مِئَة). E displegadenn ar berb ez ouzhpenner un ʾalif mut goude ur wāw و e lost ar gerioù ; evel-henn :
- كَتَبُوا katabū, « skrivet o deus » ;
- رَمَوْا ramaw, « stlapet o deus ».
[kemmañ] Diakritegoù
War ar pemdez ne ra ket an arabeg skrivet gant diakriteg ebet koulz lavaret, paneve ar pik usskrivet pe isskrivet evit digejañ lizherennoù amjestr (sellet ouzh Istor al lizherenneg arabek da gaout muioc’h a ditouroù). En ur framm didaktek pe relijiel avat e lakaer adarouezennoù niverus da aesaat al lenn. Dre ma ne vez ket notennet gant an arabeg nag ar vogalennoù, da skouer, nag ar geminadurioù pe c’hoazh an hevelebekadurioù, n'hall ket un danvez lenner lenn un destenn a vouezh uhel hep bezañ skoazellet gant an arouezennoù-se pe hep gouzout ar yezh ervat.
Deskrivet eo an diakritegoù dre ar munud er pennad Diakritegoù al lizherenneg arabek. aliet oc’h da lenn ar pennad-se a-raok kenderc’hel da lenn ar pennad-mañ pelloc’h. Evit gwir, ar gerioùarabek merket amañ a ra gant an diakritegoù-se hag anavezout anezho zo ret-holl evit kompren krafoù zo.
[kemmañ] Notadur ar vogalennoù
En desped d'ar pezh a c’hallfer krediñ, kensonennoù (pe lizherennoù mut) zo eus an holl lizherennoù meneget en taolennoù a-us. Ne vez ket notennet nemeur ar vogalennoù ha, pa vezont, eo dindan stumm arouezennoù diakritek.
[kemmañ] Vogalennoù berr
Ne vezont notennet nemet dre stumm diakritegoù hag hepken evit lemel kuit un amjestregezh (ral a wech) pe enoberennoù didaktek pe relijiel.
[kemmañ] Vogalennoù hir ha lizherennoù hiraat
Peder lizherenn, anvet « hiraat », a implijer evit merkañ bezañs ur vogalenn hir — na vezont ket skrivet peurliesañ —, ا ʾalif, ى ʾalif maqṣūra (e lost ar gerioù hepken), ي yāʾ, ha و wāw. An div ziwezhañ zo ivez ar c’hensonennoù leun y ha w. Setu an degouezhioù amjestr a gaver en un destenn divogalennet (da lavaret tost dalc’hmat) :
- ا ʾalif = ā pe fonemoù all, en o zouez ar gensonenn ʾ (taol tarzh) ;
- ʾalif maqṣūra = ā e lost ur ger ;
- ي yāʾ = ī pe y ;
- و wāw = ū pe w.
Evit ar son ū, da skouer, e tigej an arabeg en un doare poellek ar fonem hir en uw ; evel ne vez skrivet nemet ar gensonenn e seblant notenniñ ū ivez. En doare-se e c’hall al lizherennoù-se, zo holl kensonennoù (ent istorel evit an ا ʾalif) c’hoari, en ur mod, ar roll vogalennoù hir ; lavaret e vez neuze ez int mater lectionis (e latin « mamm al lenn »). Ent gwir, daoust dezhañ bezañ un abjad e verk atav al lizherenneg arabek plas ar vogalennoù hir : hag evel-se, ar sinoù a verk ar plasoù-se zo lennet evel pa vijent vogalennoù. Skriturioù semitek all evel, da skouer, hini al lizherenneg hebraek a implij ivez an doare-se. Kement-se a laka arbennigourien zo war ar skriturioù (evel Thomas Bauer ; s.o. al levrlennadur a-is) da embann n'eo ket kensonennek-rik an abjadoù-se hag e tleer sellet outo evel ouzh gwir lizherennegoù enno vogalennoù neuze.
[kemmañ] Diftongennoù
Implijout a reer div ziftongenn dreist-holl, ay hag aw ; evel ne skriver ket a diouzh boaz, ne verker nemet an eil elfenn, y pe w gant ar gensonenn a zere, ي yāʾ pe و wāw, ar pezh a zegas un amjestregezh ouzhpenn rak gallout a ra ي yāʾ ha و wāw bezañ lennet evel :
- kensonennoù ;
- lizherennoù hiraat ;
- eil elfenn an distongenn.
[kemmañ] Skrivañ an hamza
E penn-kentañ e notenne al lizherenn ʾalif ur gensonenn darzh taolet gant an tarzh, pe « taol tarzh », treuzskrivet [ʔ], evel ma vez kadarnaet gant al lizherennegoù all deveret eus an hevelep orin fenikek. Ar pezh zo eo bet implijet da mater lectionis, evel yāʾ ha wāw, da lavaret eo he deus talvezet da arouezenn erlec’hiañ evit notenniñ ur vogalenn hir. kement-se zo c’hoarvezet ivez gant abjadoù all. A-feur ma tremene an amzer eo steuziet he zalvoudegezh fonetek hag abaoe e talvez an ʾalif da erlec’hiañ fonemoù, da notenniñ hirder ar vogalenn /a/ pe da harp grafek evit arouezennoù zo.
Bremañ e ra al lizherenneg gant al lizherenn hamza evit treuzskrivañ an taol tarzh, ur fonem a c’hall dont en arabeg forzh pelec’h er gerioù, e penn-kentañ pe e dibenn ur ger zoken. Koulskoude, ne'z a ket al lizherenn-se en-dro evel al lizherennoù all : n'hall ket bezañ skrivet hec’h-unan pe ezhomm he deus eus un harpell ha neuze e teu da vezañ un diakriteg :
- hep harpell : ء ;
- gant un harpell : إ ,أ (a-us hag a-is un ʾalif), ؤ (war ur wāw), ئ (war ur yāʾ dibik pe yāʾ hamza).
n'haller ket amañ mont er munudoù war an doareoù da skrivañ an hamza ; ur pennad distag zo evit se : Lizherenneg arabek (skrivañ an hamza).
[kemmañ] Hevelebekadurioù
Ne verk ket al lizherenneg arabek hevelebekadurioù ar c’hensonennoù stok-ha-stok :
- divouezhiadur : daoust d'ar pezh a verk ar skritur, مُبْتَدَأ mubtadaʾ zo distaget /muptadaʾ/. Heverk eo ne vez ket kemmet ar skritur en degouezh-mañ evit heuliañ an distagadur en desped d'ar pezh a vez graet e degouezhioù all (steuziadur an hamza distabil, da skouer) ;
- Hevelebekadur klok ar ger-mell أَل ʾal : hevelebekaet-klok e vez /l/ ar ger-mell ouzh ar c’hensonennoù dent a heuilh (anvet diouzh boaz kensonennoù « heol » evit enebiñ ouzh ar re all, anvet « loar ») ; ne verk ket splann ar skritur an hevelebekadur-se : /ʔal/+/d/ > /ʔadd/, skrivet د + أَل (ʾal + d-) > أَلدّ (treuzlizherennadur : ʾaldd- ; notenniñ ar šadda) ha neket *أَدّ (treuzlizherennadur : ʾadd). Derc’hel a reer da skrivañ al lizherenn lām, ha pa ne vefe ket distaget ken (ne lakaer ket a sukūn warni eta) ; stambouc’hus eo ar skritur pa c’haller merkañ ar geminadur anataet — ha pa vefe ral a wech — gant ar šadda. Ret eo d'an treuzskrivañ reiñ an distagadur koulskoude ; en degouezh a-us e vo skrivet : ʾad-d (lakaet e vez u rvarrennig-stagañ etre ar ger-mell hag an anv evit merkañ peg ar ger-mell ouzh an anv er skritur arabek ; heñveldra eo evit gerioù binvioù all).
Graferezh | Treuzlizherennadur | Treuzskrivadur | |
---|---|---|---|
1 | ز ,ر ,ذ ,د ,ث ,ت + أَل |
ʾal + t-, ṯ-, d-, ḏ-, r-, z- | ʾal + t-, ṯ-, d-, ḏ-, r-, z- |
أَلزّ ,أَلرّ ,أَلذّ ,أَلدّ ,أَلثّ ,أَلتّ |
ʾaltt-, ʾalṯṯ-, ʾaldd-, ʾalḏḏ-, ʾalrr-, ʾalzz- | ʾat-t-, ʾaṯ-ṯ-, ʾad-d-, ʾaḏ-ḏ-, ʾar-r-, ʾaz-z- | |
2 | ض ,ص ,ش ,س + أَل | | ʾal + s-, š-, ṣ-, ḍ- | ʾal + s-, š-, ṣ-, ḍ- |
أَلضّ ,أَلصّ ,أَلشّ ,أَلسّ | ʾalss-, ʾalšš-, ʾalṣṣ-, ʾalḍḍ- | ʾas-s-, ʾaš-š-, ʾaṣ-ṣ-, ʾaḍ-ḍ- | |
3 | ن ,ل ,ظ ,ط + أَل | | ʾal + ṭ-, ẓ-, l-, n- | ʾal + ṭ-, ẓ-, l-, n- |
أَلنّ ,أَللّ ,أَلظّ ,أَلطّ | ʾalṭṭ-, ʾalẓẓ-, ʾalll-, ʾalnn- | ʾaṭ-ṭ-, ʾaẓ-ẓ-, ʾal-l-, ʾan-n- |
[kemmañ] Lizherennoù implijet evit skrivañ yezhoù all
Memes en arabeg, el lizherenneg anvet « kornôgel », e veze skrivet al lizherenn fāʾ ڢ (e-lec’h ف al lizherenneg reterel), tra ma skrived qāf gant ڧ (kentoc’h eget gant ق). Hiziv an deiz e ra an embannadurioù maghrebek diouzh boazioù ar reter.
Evit a reyzhoù all estreget an arabeg sellet ouzh Azasadurioù al lizherenneg arabek.
[kemmañ] Poentadur
Skrivet eo an arabeg a zehou da gleiz. Implijout a ra an embannadurioù modern sinoù poentaouiñ a zouj d'ar skritur-se, da lavaret eo :
- Ar skej eilpennet « ، » (kuit da gemmeskañ «, » gant « د », da skouer) ;
- Ar pik-skej eilpennet « ؛ » ;
- Ar pik goulennata tuginet « ؟ ».
[kemmañ] Niveradur
Sellet ouzh ar pennad Niveradur arabek.
[kemmañ] Kudennoù reizhskrivañ all
[Da vezañ klokaet]
- Kengej sukūnioù, sukun hag hamza distabil ;
- Paragog er gerioù estren.
[kemmañ] Stiloù skrivañ
[Da vezañ klokaet]
[kemmañ] Doareoù lenn
[Da vezañ klokaet]
[kemmañ] Klavieroù arabek
Savet eo bet klavieroù arabek an urzhiataerioù war skouer klavieroù ar skriverezioù, evel-henn e c’hallont bezañ :
[kemmañ] A-zivout an treuzlizherennañ
Evel eo bet gwelet ganeomp, e c’hall lizherennoù zo gwiskañ talvoudegezhioù disheñvel, lod all zo mut ; diwar-se eo amjestr an treuzskrivañ alies :
- An hamza en e-unan, an ʾalif, yāʾ ha wāw pa harpont an hamza diakritek, zo ganto-holl an dalvoudegezh [ʔ], treuzskrivet ʾ ;
- An ʾalif hag an ʾalif maqṣūra a dalvez o-daou da hiraat an /a/ : n'haller ket gant an treuzskrivaudr gouzout pehini eus an div lizherenn-se zo bet implijet ;
- Ur ral eo d'an tāʾ marbūṭa bezañ distaget /t/ ; dre voaz ne vez ket notennet gant an treuzskrivadenn eta ;
- N'haller ket disheñvelaat an tanwīn eus un heuliad {vogalenn + n} ;
- Ne zeu ket war wel ar sukūn hag ar šadda en un dreuzskrivadenn ; heñveldra evit /l/ ar ger-mell hevelebekaet dirak ur gensonenn « heol », n'eo ket notennet, hag all.
Setu perak eo emsav a-wechoù implijout un treuzlizherennañ resis a heuilh pizh an destenn orin arabek, arouezenn hag arouezenn. Posupl eo en ober gant ar reolad ISO 233 (er skouerioù da-heul e vo lakaet an treuzlizherennadennoù etre briatadurioù) :
- Skrivet eo pep kensonenn gant un arouezenn gensonennek, memes an ʾalif (treuzlizherennet {’}, skrab kromm), ar wāw, hag al izherennoù hiraat all :
- Ne vez merket ar vogalennoù nemet m'eo vogalennet an destenn orin hec’h-unan ;
- Merket eo doareoù dishañvel an hamza dre :
- {'} (skrab eeun) gant un harpell : حَقَائِبْ ḥaqāʾib {ḥaqa’y'ib°},
- {ˌ} hep harpell : ضَوْء ḍawʾ {ḍaw°ˌ},
- Skrivet eo an ʾalif maqṣura {ỳ} : مَتَى matā {mataỳ} ;
- Talvezout a ra an tāʾ marbūṭa un {ẗ} (e reoladoù all, un {ʰ}) : سَبْعَة sabʿa {sab°ʻaẗ} ;
- Merket eo an tanwīnoù dre an tired lemm : رَجُلًا raǧulan {raǧuláʼ} ;
- Merket eo ar sukūn gant un {°} : زَوْج zawǧ {zaw°ǧ}, ar šadda gant ur makron : شَدَّة šadda {šad̄aẗ} ;
- Skrivet eo hevelebekadurioù ar ger-mell lizherenn ha lizherenn : أَلشَّمْس ʾaš-šams {'a’lš̄am°s}, hag all.
[kemmañ] Levrlennadur
- The World's Writing Systems, oberenn stroll dindan renerezh Peter T. Daniels ha William Bright, pennad « Arabic Writing » gant Thomas Bauer, Oxford University Press, 1996 ;
- Michel Neyreneuf ha Ghalib Al-Hakkak, Grammaire active de l'arabe, Le Livre de Poche, dastumad « Les langues modernes », 1996 ;
- Régis Blachère ha Maurice Gaudefroy-Demombynes, Grammaire de l'arabe classique, pemvet embannadur, Maisonneuve et Larose, 2004 ;
- Dictionnaire Mounged de poche (français arabe ─ فرنسيّ عربيّ), dekvet embannadur, emb. Dar el-Machreq, Bayrouth.
[kemmañ] A bep seurt
- Kod ISO 15924 : Arabeg
[kemmañ] Pennadoù kar
- Skrivañ an hamza ;
- Diakritegoù al lizherenneg arabek ;
- Adstummoù diouzh ar gendestenn ;
- Istor al lizherenneg arabek ;
- Niveradur arabek ;
- Implij al lizherenneg arabek e yezhoù all ;
- Distagañ an arabeg ;
- Arabeg ;
- Abjad ;
- Treuzskrivañ ar yezhoù semitek ;
- Skritur.
Heuliad Lizherenneg arabek |
Soniadouriezh an arabeg • Istor al lizherenneg arabek |
Termenet eo bet ar pennad-mañ evel ur pennad eus an dibab a zegas brud vat da Wikipedia an holloueziadur frank, hollvedel ha digoust. Evit muioc’h a ditouroù sellit ouzh roll ar pennadoù eus an dibab. |
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |