Mart pesketaer
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
![]() M. pennanti
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Mustelidae | ||||
Iskerentiad : | Mustelinae | ||||
Genad : | Martes | ||||
Anv skiantel | |||||
Martes pennanti Erxleben, 1777 |
|||||
|
Ar mart pesketaer (Martes pennanti) zo ur mart Amerika an Norzh. Daoust d'e anv ne zebr ket pesked. E-barzh ar gwez e vev dreist holl. Krediñ a reer e teu e anv eus ar galleg fichet (kreoñ ar pudask. E rannvroioù'zo e anver anezhañ pekan, e anv en abenakieg.
Taolenn |
[kemmañ] Annez
Ar mart pesketaer a gaver en Amerika an Norzh, eus Sierra Nevadas e Kalifornia betek an Apalachoù ha bro-Saoz-Nevez. Bevañ a ra ivez e su Alaska hag e darn vrasañ Kanada. Un nebeud a gaver er Menezioù Roc'hek lec'h ma oant bet adlakaet. Seblantout a ra, avat, e oa treuzvevetur boblañs vihan e Montana daoust d'an hemolc'h. Bevañ a ra ar mart pesketaer er c'hoadegoù-pin dreist holl.
[kemmañ] Livadur
Muzuliañ a ra ar varted besketaer etre 65 ha 125 cm ha pouezañ a reont etre 2 ha 7 kg. Brasoc'h ha pounneroc'h eget ar barezed eo ar piri. Ur blevad gell-du en-deus, gant ul lost ha pavioù du. Un nebeud pennoù o-deus un dachenn sklaeroc'h war o bruched. Pevar biz-troad en-deus gant skiltroù dam-guzh, ar pezh a ro tro dezhañ da ziskenn eus ar gwez e benn da gentañ. Un toulpad a vlev war o favioù a-revr a vez liammet ouzh ar wagrennoù-c'hwezh. Produiñ a reont un danvez c'hwezhus implijet e-pad an amzer-parañ. Brudet e vez ar mart pesketaer evit e gri a vez heñvel ouzh galv ur bugel.
[kemmañ] Emzalc'h
Ur c'higdebrer eo ar mart pesketaer. Hemolc'h a ra anevaled vihan evel logod pe heureuchined-daredek, gwiñverien, minoc'hed pe zoken kirvi. Parañ a ra e-pad mizioù c'hwevrer hag ebrel met dizalet eo plantadur ar vi ha ne vez ganet ar venned nemet ur bloavez goude
[kemmañ] Mirerezh
Digresket e oa bet poblañsoù a varted pesketaer abalamour d'an hemolc'h ha da distrujadur o annez. O vezañ abaf ez int diaez da c'houennañ en erreoù. E lec'hioù zo biz Amerika, avat, ma'z eo ar c'hoadegoù war gresk adarre e ya ar varted pesketaer da zichekoc'h. E-barzh er c'harterioù-annez ez eont hag er podoù-lastez. Argasiñ a reont ivez anevaled-ti evel ar c'hizhier.