Meurvor Habask
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar Meurvor habask (Latin Mare Pacificum, un anv roet gant an ergerzher portugalat Fernan Magalhaes) eo an tolzennad dour brasañ er bed. Goleiñ a ra un drederenn eus gorread ar Voul-zouar gant e 179,7 milion km². Eus an Norzh betek ar Su ez eus war-dro 15.500 km eus Mor Bering e takad an Arktika betek Mor Ross en Antarctika.
Lod eus an douaroniourien a lavar ez eus ur meurvor trobolel, anvet Meurvor ar Su en-dro da Antarktika ha ne vefe ket ul lodenn eus ar meurvorioù all. Ledander hirañ ar Meurvor habask a vez kavet war-dro 5° N ledred, e-lec'h ma tizh 19 800 km eus strizh-mor Malacca en Indonezia betek aod Kolombia. E foz Mariana emañ al lec'h gant an donder brasañ er bed, da lavaret eo 10 911 m.
War-dro 25 000 enezenn zo bet kontet er Meurvor habask (muioc'h eget e-barzh an holl morioù asambles) hag an darnvuiañ anezho e su ar c'heheder.
War marzhoù ar c'hornôg e kaver morioù bihan enklozet etre enezegoù bras : Mor Sulawezi, Mor koural, Mor Sina ar Reter, Mor Japan, Mor Sina ar Su, Mor Sulu, Mor Tasman hag ar Mor melen. Strizh-mor Malacca a zo un harz etre ar Meurvor habask hag Meurvor Indez koulz ha strizh-mor Magalhaes a zo dor d'ar Meurvor atlantel.
Da vezañ kendalc'het
[kemmañ] Porzhioù
- Acapulco (Mec'hiko)
- Anchorage (Stadoù-Unanet)
- Auckland (Zeland Nevez)
- Brisbane (Aostralia)
- Buenaventura (Kolombia)
- Callao (Perou)
- Guayaquil (Ecuador)
- Hong Kong (Hong Kong (Sina))
- Honolulu (Stadoù-Unanet)
- Kobe (Japan)
- Long Beach (Stadoù-Unanet)
- Los Angeles (Stadoù-Unanet)
- Panama City (Panama)
- Pearl Harbor, (Stadoù-Unanet).
- Portland (Oregon) (Stadoù-Unanet)
- Prince Rupert (Kanada)
- San Diego (Stadoù-Unanet)
- San Francisco (Stadoù-Unanet)
- Sapporo (Japan)
- Seattle (Stadoù-Unanet)
- Shanghai (Sina)
- Sydney (Aostralia)
- Taipei (Sina (Tai-Wan))
- Vancouver (Kanada)
- Victoria (Kanada)
- Vladivostok (Rusia)
- Yokohama (Japan).........
[kemmañ] Liammoù diavaez
- EPIC Pacific Ocean Data Collection Viewable on-line collection of observational data
- NOAA In-situ Ocean Data Viewer Plot and download ocean observations
- Map South Pacific
- NOAA Ocean Surface Current Analyses - Realtime (OSCAR) Near-realtime Pacific Ocean Surface Currents derived from satellite altimeter and scatterometer data
- NOAA PMEL Argo profiling floats Realtime Pacific Ocean data
- NOAA TAO El Nino data Realtime Pacific Ocean El NIno buoy data
- South Pacific Organizer