Keheder
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar c'heheder a zo ur c'helc'h faltazius treset war ur blanedenn pe ur dra astronomiezhel ken e chom atav war hanter an hent etre ar poloù. Rannet e vez ar blanedenn etre un hemisferenn Norzh hag un hemisferenn Su.
Diwar an termenadur eo 0° derez da ledred ar c'heheder. Kelc'h keheder ar Voull-Douar a zo war-dro 40 075 km hed.
E-touez ar pemp kelc'h led jedet diwar al liamm etre troiadur an Douar ha tresad e orbit tro-dro d'an Heol eo ar c'heheder hag ivez al ledred nemetañ dezhañ tres ur c'helc'h bras-tre.
Oc'h ober e dilec'hiañ mareel en neñvoù a dremen just a-us d'ar c'heheder div wech pep bloaz er boentenn vernel e miz Meurzh hag e Keided ar fall-amzer e miz Gwengolo. D'an 21 a viz Meuzh ha d'an 21 a viz Gwengolo e kouezh sonn hag a-serzh d'an Douar bannoù an Heol.
War ar c'heheder e sav hag e kouezh an Heol dindan munutennoù nemetken. Padout a ra goulou an deizh kement hag an noz pa cheñch padelezh div lodenn an devezh e takadoù en Norzh hag er Su d'ar c'heheder.
[kemmañ] Hin ar c'heheder
E takad an trovanoù m'emañ ar c'heheder e-kreiz anezho ez eus daou vare-amzer, unan gleb hag unan sec'h, met tost d'ar c'heheder ez eus glaveier bemdez. Koulskoude e kaver diforc'hioù er mareou-amzer diwar an uhelded ha nester ar meurvorioù.
War hed ar c'heheder e kaver meurvorioù peurvuiañ.
Uhelañ lec'h war ar c'heheder a zo 4,690 m uhelded 77°59′31" W war dinaoù Su ar Volcán Cayambe (kern : 5 790 m) en Ecuador ken eo al lec'h nemetañ ma tremen linenn ar c'heheder war an erc'h.