Mili
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Mili (simbol m) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 10-3 pe c'hoazh ur vilvedenn. Da skouer e talv ar milimetr kement hag ur vilvedenn metr. Heñvel eo gant ar milisegondenn.
Kinniget e oa bet gant Akademiezh ar skiantoù ha lakaet da ofisiel er Frañs gant lezenn ar 7 a viz Ebrel 1795.
Dont a ra eus ar ger latin mille a sinifi ur miliad (millia pe milia eo al liester).
[ yokto | zepto | ato | femto | piko | nano | mikro | mili | santi | desi | 1 | deka | hekto | kilo | mega | giga | tera | peta | egza | zeta | yota ]