Neon gwer
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
![]() Paracheirodon simulans
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Actinopterygii | ||||
Urzhiad : | Characiformes | ||||
Kerentiad : | Characidae | ||||
Genad : | Paracheirodon | ||||
Anv skiantel | |||||
Paracheirodon simulans Gery, 1963 |
|||||
spesadoù all : | |||||
Paracheirodon innesi : neon |
|||||
|
Ur pesk dour dous eus familh ar characidae eo an neon gwer. Kavet e vez e-barzh an Orinoko hag ar Rio Negro e Brazil.
Taolenn |
[kemmañ] Livadur
Heñvel eo an neon gwer ouzh paracheirodon innesi gant ur gof ruz skedus hag ul linenn c'hlaz o redeg eus ar penn betek al lost, un tamm bihanoc'h evez, avat - etre 2 ha 3,5 cm. Ar barezed a vez un tammig brasoc'h eget ar piri.
[kemmañ] Annez
Evel ar paracheirodoned arall e vev an neon gwer e doureier du ha trenk (Ph 5,5 - 6,0). Plijout a ra dezhañ ur gwrezder etre 23°C ha 27° C. Aliet e vez d'ober ur siladenn dre taouarc'h ma fell dezhor e virout e-barzh un akwariom. Evel an holl Characidae en-deus ezhomm eus kalz oksijen.
[kemmañ] Emzalc'h ha gouennadur
Ur pesk-moudenn peoc'hek eo. E virout a c'heller gant darn vrasañ ar besked vihan. Gwelloc'h eo da ziwall a virout anezhañ gant pesked evel an discus pe ar skaler a c'hellfe e zebriñ.
Diaes eo da c'houennañ e-barzh an akwariom rak eñ-deus ezhomm eus un dour dous tre (1 - 2 KH, Ph 5,2 - 5,8). Dozviñ a ra er strudaj, e kelc'hiadoù teñvaloc'h ar stêr (pe an akwariom). Vioù ha munuch a zo kizidik tre ouzh ar goulou.
[kemmañ] Liammoù diavaez (e saozneg)
[kemmañ] Gwelet ivez
Listenn pesked akwariom