Neon (pesk)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
![]() Paracheirodon innesi
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Actinopterygii | ||||
Urzhiad : | Characiformes | ||||
Kerentiad : | Characidae | ||||
Genad : | Paracheirodon | ||||
Anv skiantel | |||||
Paracheirodon innesi Myers, 1936 |
|||||
spesadoù all : | |||||
Paracheirodon simulans : neon gwer |
|||||
|
Ur pesk dour dous eus kerentiad ar Characidae eo an neon (Paracheirodon innesi). E gavout a reer e doureier du en harzioù Kolombia, Brazil ha Perou, er Rio Putumayo dreist holl. 95% eus ar re a gaver er c'henwerzh a zeu eus magerezhioù, avat. Unan eus ar besked akwariom boutinañ eo.
Taolenn |
[kemmañ] Livadur
Ur pesk bihan eo an neon (war dro 4 cm). Reor e gorf a zo ruz-skedus hag ul linenn c'hlaz a red eus al lost betek ar penn. Un tammig grosoc' eget ar par eo ar barez.
[kemmañ] Annez
Evel ar paracheirodoned arall e vev an neon e doureier du ha trenk (Ph 5,5 - 6,0) zoken ma c'hell bevañ e doureier bazek (betek Ph 8.0°; Plijout a ra dezhañ ur gwrezder etre 20°C ha 23° C. Aliet e vez d'ober ur siladenn dre taouarc'h ma fell dezhor e virout e-barzh un akwariom. Evel an holl Characidae en-deus ezhomm eus kalz oksijen.
Ur strudaj stank ha chañchamantoù dour a-blaen a zo pouezhus ma fell dezhor mirout neoned. Dek bloavezh a c'hellont bevañ en ereoù.
[kemmañ] Emzalc'h ha gouenadur
Ur pesk-moudenn peoc'hek eo. E virout a c'heller gant darn vrasañ ar besked vihan. Gwelloc'h eo da ziwall a virout anezhañ gant pesked vrasoc'h egetañ hag a c'hellfe e zebriñ pe e spontañ.
Diaes eo da c'houennañ e-barzh an akwariom rak eñ-deus ezhomm eus un dour dous tre (1 - 2 KH, Ph 5,2 - 5,8) hag ur gwrezder war-dro 24°C. Dozviñ a ra er strudaj, e kelc'hiadoù teñvaloc'h ar stêr (pe an akwariom). Vioù ha munuch a zo kizidik tre ouzh ar goulou.
[kemmañ] Gwelet ivez
Listenn pesked akwariom