Niveradur arabek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Ur pennad eus an heuliad Reizhadoù niveriñ eo ar pennad-mañ. |
Sifroù arabek |
Niveradurioù |
arabek – armenianek |
babilon – sinaek |
koptek – egiptek |
etiopiek – gresianek |
gotek – hebraek |
India – japanek |
maya – mongol |
roman |
slav – thailandek |
lec’hiadel |
Daou seurt niveradur arabek zo. Gallout a reer ober gant lizherennoù al lizherenneg pe gant an arouezennoù amprestet digant hantersilabennegoù India anvet ivez "sifroù arabek-hag-indezek".
Taolenn |
[kemmañ] Niveradur lizherennek
[kemmañ] Orin
Implijet eo bet al lizherennegoù deveret eus al lizherenneg fenikek ken evit notenniñ sonioù (talvoudoù lizherennek) ken evit notenniñ talvoudoù niverel. Kement-se zo gwir evit al lizherenneg c’hresianek, al lizherenneg c’hotek, al lizherenneg koptek, al lizherenneg kirillek, al lizherenneg hebraek, al lizherenneg arameek, hag all. Heñveldra a gaver evit an arabeg hag, ouzhpenn-se, ez eo implij al lizherenneg an doare koshañ bet implijet gant an arabegerien evit skrivañ niveroù pe ḥurūf ʾal-ǧumal; sevel a ra d'an enskrivadurioù kentañ. Sklaer eo warnañ levezon ur patrom hebraek pe c’hresianek hep na vije tu da lavaret pehini anezho a voe implijet.
Kalz eo emdroet al lizherenneg arabek a-hed hec’h istor koulskoude. Ouzhpennet ez eus bet enni pikoù evit diforc’hañ lizherennoù, kemmet eo bet talvoudegezh lizherennoù zo, adaozet eo bet urzh al lizherenneg, hag all. n'eo ket c’hoarvezet an holl gemmoù-se en hevelep mod : evit gwir, pa vez implijet lizherennoù evit merkañ an niveriñ e vezont urzhiet en un urzh koshoc’h (anvet urzh ar sav-heol) zo testeniekaet hec’h implij da gentañ el lizherenneg ougaritek hag a vez adkavet en holl lizherennegoù deveret eus al lizherenneg fenikek. Ar pezh zo, diouzh ma vez implijet al lizherenneg gant kornôgiz pe gant reteriz ne vez ket klenket al lizherennoù en hevelep doare. Kalz tostoc’h eo an urzh niverel-se da hini al lizherennegoù a orin fenikek all, dreist-holl ar re implijet er yezhoù semitek.
Setu ma'z eus dreist-holl div reizhiad niveriñ savet war lizherenneg an arabeg. Kenvevet o deus graet an div reizhiad-se : hini Arabed ar Maghreb (da lavaret eo hini ar c’hornôg rak se eo talvoudegezh ar ger-se) hag hini Arabed ar Machreq (da lavaret eo hini ar reter). Homañ diwezhañ eo ar goshañ rak doare ar Maghreb n'eo nemet un treuzfurmadur eus hini ar reter. Evel-just n'eo ket peursklaer an diforc’h implij-se hag e c’haller kavout testennoù eus ar Maghreb a ra gant doare ar reter hag ar c’hontrol zo gwir ivez. N'eus nemet 6 lizherenn zo disheñvel o urzh etre an div lizherenneg : ar re-mañ eo al lizherennoù piket (al lizherennoù ur pik a-us pe a-is dezho) bet savet er VIIvet kantved, da lavaret eo ث خ ذ ض ظ غ.
Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar c’hemmoù bet degaset el lizherenneg arabek a-hed hec’h istor sellit ouzh ar pennad Lizherenneg arabek (istor).
Kregiñ a ra an urzh-se gant ʾalif, bāʾ ǧīm ha dāl, a ya da sevel ar ger abjad ; graet e vez abjad pe eus ul lizherenneg na verk nemet ar c’hensonennoù, semitek peurliesañ ha deuet diwar ar fenikeg, pe eus al lizherennoù niverel arabek. أَبُجَدْ abuǧad eo an termen klasel; diwarnañ eo deuet an deverad بُجَادِي buǧādī, "dizesk", da lavaret eo unan na anavez nemet "penn kentañ al lizherenneg".
[kemmañ] Doare ober
Evel er reizhiadoù lizhersifrennel all, e servij al lizherennoù da verkañ a-ziforc’h an unanennoù, an degadoù, ar c’hantadoù, ar miliadoù : dekvedennel eo ar reizhiad, n'eo ket lec’hiadel penn-da-benn, ha ne anavez ket ar mann. N'hall ul lizherenn notenniñ nemet un talvoud. Kontrol eo da reizhiad lec’hiadel ar c’hornôg ma c’hall, da skouer, ar sifr "1" bezañ, hervez e lec’h, evit un unanenn, un degad, un c’hantad, hag all.
Skrivañ a reer al lizherennoù lizhersifrennel a-zehou da gleiz, en urzh kreskiñ, nemet ma kuzher un niverenn en ur ger skrivet : trawalc’h eo skrivañ ur ger a vo gant al lizherennoù anezhañ an talvoud zo c’hoant da gaout. Se a c’hoarvez gant ar c'hronogrammoù evel, da skouer : Ġālib murd, "marv eo Ghâlib" (anv zo amañ eus un arroudenn digant ar barzh urdūek Ghâlib, 1797-1869), a skriver غالب مرد, ar pezh a vez kontet lizherenn ha lizherenn :
غ | ا | ل | ب | م | ر | د |
1000 | 1 | 30 | 2 | 40 | 200 | 4 |
da lavaret eo un hollad a 1277, a glot, hervez deiziadur an Hijrat, gant ar bloaz 1860 evit marv Ghâlib (evit gwir eo marvet e 1869 ; deiziad 1860 a glot gant bloaz e varv ijinet gant ar barzh e-unan).
[kemmañ] Unanennoù
Notennet int en hevelep doare en holl lizherennegoù, ken gant hini ar c’hornôg ha gant hini ar reter.
1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 |
ا | ب | ج | د | ه | و | ز | ح | ط |
ʾalif | bāʾ | ǧīm | dāl | hāʾ | wāw | zayn | ḥāʾ | ṭāʾ |
[kemmañ] Degadoù
Adal 60 eo ma pella hengounioù ar reter eus re ar c’hornôg.
10 | 20 | 30 | 40 | 50 | 60 | 70 | 80 | 90 | |
Reter | ي | ك | ل | م | ن | س | ع | ف | ص |
Reter | yāʾ | kāf | lām | mīm | nūn | sīn | ʿayn | fāʾ | ṣād |
Kornôg | ي | ك | ل | م | ن | ص | ع | ف | ض |
Kornôg | yāʾ | kāf | lām | mīm | nūn | ṣād | ʿayn | fāʾ | ḍād |
[kemmañ] Kantadoù
100 | 200 | 300 | 400 | 500 | 600 | 700 | 800 | 900 | |
Reter | ق | ر | ش | ت | ث | خ | ذ | ض | ظ |
Reter | qāf | rāʾ | šīn | tāʾ | ṯāʾ | ḫāʾ | ḏāl | ḍād | ẓāʾ |
Kornôg | ق | ر | س | ت | ث | خ | ذ | ظ | غ |
Korñôg | qāf | rāʾ | sīn | tāʾ | ṯāʾ | ḫāʾ | ḏāl | ẓāʾ | ġayn |
[kemmañ] Miliadoù
1 000 | ||
Reter | غ | ġayn |
Kornôg | ش | šīn |
[kemmañ] Sifroù arabek-hag indezek
[kemmañ] Orin
Eus India hag en o stumm nāgarī eo m'eo deuet an arouezennoù nevez, gwevnoc’h o implij a galz a-drugarez d'ar mann lec’hiadel. Moarvat eo gant steredoniourien arab, bet desket ar skiant-se ganto e-kichen Indeziz e-kerzh an VIIIvet kantved, eo bet enporzhiet war un dro ar sifroù a raent ganto. Ar c’hentañ bet o labourat war doareoù niveriñ Indeziz a vije bet Al-Khuwarizmi, en IXvet kantved. Arabat krediñ koulskoude e vije bet peurdrec’h ar sifroù nevez kerkent war al lizherennoù niverek rak kendalc’het o deus ar re-mañ da vezañ implijet e-pad pell c’hoazh.
Degemeret buan memes tra ez eus c’hoarvezet meur a dreuzfurmadur war ar sifroù nevez-se a-raok dont da wiskañ o neuz a-vremañ :
Talvoud | 0 | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Sifroù India | ० | १ | २ | ३ | ४ | ५ | ६ | ७ | ८ | ९ |
Sifroù arabek-hag-indezek | ٠ | ١ | ٢ | ٣ | ٤ | ٥ | ٦ | ٧ | ٨ | ٩ |
Stok ouzh bed ar c’hornôg eo bet legadet da jedoniourien Europa hor sifroù gant an Arabed. Kendalc’het en deus an tres anezho d'en em dreuzfurmiñ kent en em stabilaat er XVvet kantved.
[kemmañ] Doare ober
An hevelep doare eo hag evit ar sifroù anvet "arabek" (0, 1, 2, 3, 4, 5, 6, 7, 8, 9).
[kemmañ] Gwelet ivez
- Niveradur ;
- Niveradur gresianek ;
- Niveradur hebraek ;
- Lizherenneg arabek ;
- Istor al lizherenneg arabek
- Sifroù lesanvet "arabek".
Heuliad Lizherenneg arabek |
Soniadouriezh an arabeg • Istor al lizherenneg arabek |