Ombrone (departamant)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ombrone a oa un departamant gall en Italia en amzer Napoleon. Siena e oa ar pennlec'h.
[kemmañ] Anv
Dont a ra an anv eus anv ar stêr Ombrone.
[kemmañ] Istor
Savet e voe an departamant e 1808 pa voe staget Toskana ouzh an Impalaeriezh C'hall. E 1812 e oa tri arondisamant ennañ:
- Grosseto
- Montepulciano
- Siena
War-lerc'h faezhidigezh Napoleon e 1814 e voe rannet an douaroù etre proviñs Siena ha hini Grosseto.