Ouyezd Kurdistan
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Krouet e oa bet Oblast Emren Karatchay, enbarzhiet en Unaniezh Soviedel, d'ar 26 a viz Ebrel 1926
Ouyezd Kurdistan (anvet ivez en un doare nann-ofisiel Kurdistan Ruz diwar ar c'hurdeg Kurdistana Sor; en azerbaidjaneg Qızıl Kürdistan; e ruseg Красный Курдистан) a oa bet ur rann eus an Unaniezh Soviedel krouet e 1923 hag aet da get c'hwec'h vloaz war-lerc'h e 1929
Latchin (kurdeg: Laçîn) e oa ar sêz melestradurel.
Krouet e oa bet Ouyezd Kurdistan gant an Unaniezh Soviedel d'ar 7 a viz Mezheven 1923 dindan an anv ofisiel Ouyezd Kurdistan (ruseg: Курдистан уе́зд), en ur glask bezañ gwelet mat gant ar Gurded/ezed o vevañ e tu-hont d'ar bevennoù en Iran ha Turkia.
Laket e oa bet ar c'hourmandieg da yezh ofisiel an takad-se ha en em diorren a rae ar sevenadur kuredek a-hed ar maread ma padas an okrug.
Dismantret e oa bet Ouyezd Kurdistan d'an 8 a viz Ebrel ha d'an 30 a viz Mae 1930 e oa bet savet Okroug Kurdistan en e lec'h, met dismantrete e oa bet ivez d'e dro d'ar 23 a viz Mezheven 1930 rak aon an enebiezh etrebroadal a c'hellfe sevel diwarnañ.
Da diwezh ar bloavezhioù 1930 e oa bet kaset holl Gurded URSS, ken diouzh an ez-okroug kurdeg ha diouzh Jorjia e 1944, da Azerbaidjan, Armenia a Kazac'hstan.
E 1992, goude ma oa bet aloubet Latchin gant Armenia da geñver brezel Nagorno-Karabac'h, e oa bet disklêriet Republik Kurdek Latchin en Armenia gant ur strolladig tud gante Waqil Mustafayev en o fenn, met ne gasas da netra dre oa oa aet kuit an holl Gurded, tec'het ac'halese betek lec'hioù all eus Azerbaidjan o klask repu enne.
[kemmañ] Gwelit ivez
- Kurdistan
- Ouyezd
[kemmañ] Liammoù diavaez
Oblastoù Emren an Unaniezh Soviedel | |
OE Adigeya | OE Tchetchenia (1922-1936) | OE Tchetchenia-Ingouchetia (1944-1957) | OE Tcherkesia (1928-1957) | OE Tchouvachia (1920-1925) | OE Gorno-Altai | OE Gorno-Badac'hchan | OE Ingouchia (1924-1936) | OE Juzevek | OE Kabardin-Balkar (1921-1936) | OE Kalmoukia (1920-1935) | OE Kara-Kirgizia (1924-1926) | OE Karatchay (1926-1936) | OE Karatchay-Tcherkesia (1922-1926, 1957-1991) | OE Karakalpak (1925-1932) | OE C'hakasiya | OE Komi-Zirya (1922-1929) | Ouyezd Kurdistan (1923-1929) | OE Mari (1920-1936) | OE Moldavia (1924) | OE Nagorno-Karabac'h | OE Osetia an Norzh (1924-1936) | OE Osetia ar Su | OE Touva (1944-1961) | OE Oudmourtia (1920-1934) Takadoù Emren Polonek: TEP Dzierzynszczyzna (1932-1935) | TEP Marchlewszczyzna (1926-1935) |