Azerbaidjan
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
Ger-stur | |||||
Yezhoù ofisiel | Azereg | ||||
Kêr-benn | Bakou | ||||
Statud politikel | Republik | ||||
Prezidant' | Ilham Aliyev | ||||
Ministr kentañ | Artur Rasizade | ||||
Gorread -En holl -% dour |
86,600 km² 2 dister |
||||
Poblañs - 2005 war-dro - Stankter ar boblañs |
8,411,000 97/km² |
||||
Moneiz | Manat (AZN) | ||||
Kan broadel | Azərbaycan Respublikasının Dövlət Himni | ||||
Devezh ar vro | |||||
Kod war ar Genrouedad | .az | ||||
Kod pellgomz | 994 |
Azerbaijan (Azerbaijaneg: Azərbaycan, pe el lizherenneg arabek: آذربایجان رسپوبلیکاسی) a zo ur vro eus ar C'haokaz. Lec'hiet etre reter Europa ha mervent Azia emañ riblet gant Mor Kaspia war-du ar reter. Harzoù he deus gant Rusia war-du an norzh, Jeorjia war-du ar gwalarn, Armenia war-du ar c'hornôg hag Iran war-du ar su. Nac'hitchevan, un ennezad eus Azerbaidjan he deus harzoù gant Armenia war-d an norzh ha Turkia war-du ar su. Rannvro Nagorno-Karabac'h he deus embannet bezañ dizalc'h e 1991 met n'eo anavezet gant bro arall ebet.
Ur stad lik eo Azerbaijan hag un ezel eus Kuzul Europa eo. Un demokratelezh eo met gant ur pleg aotrouniek.
Taolenn |
[kemmañ] Orin an anv
Bez ez eus meur a vartezadenn diwar-benn orin anv Azerbaidjan. An hini voutinañ a zo e teu eus[[Atropates]], ur satrap persat a savas ur rouantelezh dizalc'h, Atropaten hec'h anv, e gwalarn Iran. Atropates a dalvezfe "gwarezet gant an tan".
Posupl eo ivez e oa Azerbaidjan un eilstumm turkekaaet eus Azarbaijan, diskrivadur arabek eus ar perseg Âzarâbâdagân "bro an tan", pe "bro an tan peurbad", ar pezh a davefe da azeuldioù zoroastrek.
Hervez istorourien aerbaijanek'zo e talvezfe Azebaidjan "Bro ar Bobl Az Gadarn".
[kemmañ] Istor
Annezidi gentañ ar pezh a zo hiziv Azerbaidjan a oa albaniz ar C'haokaz, ur bobl kaokazek he yezh. Goudezo e voe aloubet ar vro gant pobloù niverus, ar bersed, ar romaned, an armeniz, an arabed, an durked, ar rused en-o-zouez.
Er IXvet kantved kent Jezuz-Krist e voe dalc'het ar vro gant rouantelezh Mannae a badas betek e stagidigezh gant an impalaeriezh vedat e 616 kt J-Z. E 549 kt J-Z e yeas d'un darn eus an impalaeriezh ac'hemenidek. Ar satrapelezhioù Atropaten ha Albania ar C'haokaz a voe savet er IVvet kantved kt J-Z. Enderc'hel a raent ar pezh a zo Azerbaidjan ha Dagestan hiziv.
Islam en em skignas buan tre goude an aloudibigezh arab er VIIvet hag en VIIIvet kantved. Pa ziskaras ar C'alifad Abasid en em furmas un nebeut rouantelezhioù emren, Shirvanshah en o zouez. En XIvet kantved e voe aloubet ar rannvro gant an Durked Seljouk a lakaijont o yezh hag o sevenadur war ar vro. En XIIIvet hag ar XIVvet kantvet e voe gwasket Azerbaidjan gant ar Vongoled.
D'un darn eus an impalaeriezh Savafidek e yeas ar vro er XVvet kantved. Dindan kontrol Persia e chomas betek an XVIIIvet kantved. E-pad an eil hanterenn an XVIIIvet kantvet hag deroù ar XIXvet kantved e savas pennoù lec'hiel rouantelezhioù emren, dindan aotrouniezh zamkaniel an diernelezh bersiat Qajar. Ne badjont ket hir, avat. Goude he zrec'h e brezelioù 1804 - 1813 ha 1826 - 1828 e stagas an impalaerizh rusat ar vro dre feur-skridoù Gulistan e 1813 ha Turkmenchay e 1828.
Goude freuzadur an impalaeriezh rusat e 1918 e yeas Azerbaidjan, asambles gant Jorjia hag Armenia d'un darn eus Republik Demokratel Gevredel Treuzgaokazia e yeas. Homañ en em zielfennas buan, avat, hag en em embann dizalc'h a reas Azerbaidjan e Mae 1918. Republik Demokratel Azerbaidjan a vo ar republlik vuzulman gentañ er bed met ne badas nemet div vloavezh. E 1920 e aloubas ar vro al Lu Ruz hag d'un darn eus republik soviedel Treuzgaokazia e yeas e miz Meurzh 1922. Republik Treuzgaokazia a voe disrannet e 1936 etre republikoù soviedel Armenia, Jorjia ha Azerbaidjan.
E 1990 manifestadegoù evit dieubidegezh ar vro a vo gwasket gant al Lu Ruz. He frankiz a adkavas ar vro e 1991, avat, goude freuzadur an Unaniezh Soviedel. E-pad ar bloavezhioù kentañ e dieubidigezh e voe ret da Azerbaidjan da vrezeliñ ouzh ar gouarnamant disrannidigel Nagorno-Karabac'h. N'eo ket diskoulmet ar gudenn desped d'un arsav sinet e 1994. Adalek fin ar brezel e talc'h an armeniz 16% eus tachenn Azebaidjan ha gant an div vro ez eus kudennoù armerzhel bras hag a repuidi.
Goude ar brezel e arnodas prezidant Heydar Aliyev da welaat armerzh ar vro dre implijout he feadraoù eoul-maenek. War zigresk eo an dilabour met kudennoù politikel bras a zo c'hoazh gant ar vro. Goude marv Heydar Aliyev, e 2003, e voe dilennet e vab Ilham Aliyev prezidant. Abeget eo an dilennadeg-se gant an enebouriezh.
[kemmañ] Politikerezh
Ur republik brezidantel eo Azerbaidjan. Ar prezidant a zo dilenet evit pemp bloavezh hag envel a ra an holl izili eus kuzul ar vinistred. Al lezennoù a vez votet gant ur parlamant a 50 izel dilennet gant ar bobl. E 18 bloaz eo oad-gour.
[kemmañ] Dilennadeg 2003
Hervez ar C'huzul Kreiz Dilennel e tegemeras Isa Gambar, penn ar strollad pennañ ag enebouriezh, 14% ar mouezhioù tra oa gant Lala Şövkat, penn an Emsabv evit an Unvaniezh Vroadel 3,6% hepken. Hervez an OSCE, Kuzul Europa hag Human Right Watch e voe bet faozekaet an disoc'hoù.
Meur a azoadurioù etrevroadel dizalc'h hag a eveshae an dilennadeg o-deus disklaeriet en-doa gounezet Isa Gambar. Hervez reoù arall e tlefed aozañ un eil tro.
E 2005 he-deus Azebaidjan aozet dilennadegou lezennel. Un izel eus Kuzul ar Gwirioù Denel nevez betek ar 19 miz Even 2006.
[kemmañ] Melestradurez
Disrannet eo Azerbaidjan e 59 raion ((rayonlar; unan. - rayon), 11 kêr (şəhərlər; unan. - şəhər) hag unan republik emren (muxtar respublika) Nac'hitchevan, hag a zo disrannet e 7 raion hag ur c'hêr. Bakou eo kêrben Azerbaidjan.
- Absheron (Abşeron)
- Agjabadi (Ağcabədi)
- Agdam (Ağdam)
- Agdash (Ağdaş)
- Agstafa (Ağstafa)
- Agsu (Ağsu)
- Ali Bayramli kêr (Əli Bayramlı)
- Astara
- Baku kêr (Bakı)
- Balakan (Balakən)
- Barda (Bərdə)
- Beylagan (Beyləqan)
- Bilasuvar (Biləsuvar)
- Jabrayil (Cəbrayıl)
- Jalilabad (Cəlilabad)
- Dashkasan (Daşkəsən)
- Davachi (Dəvəçi)
- Fizuli (Füzuli)
- Gadabay (Gədəbəy)
- Ganja kêr (Gəncə)
- Goranboy
- Goychay (Göyçay)
- Hajigabul (Hacıqabul)
- Imishli (İmişli)
- Ismailli (İsmayıllı)
- Kalbajar (Kəlbəcər) (e darn e Nagorno-Karabakh)
- Kurdamir (Kürdəmir)
- Lachin (Laçın)
- Lankaran (Lənkəran)
- Lankaran kêr (Lənkəran)
- Lerik
- Masally (Masallı)
- Mingachevir kêr (Mingəçevir)
- Naftalan kêr
- Neftchala (Neftçala)
- Oguz (Oğuz)
- Qabala (Qəbələ)
- Qakh (Qax)
- Qazakh (Qazax)
- Qobustan
- Quba
- Qubadli (Qubadlı)
- Qusar
- Saatly (Saatlı)
- Sabirabad
- Shaki (Şəki)
- Shaki kêr (Şəki)
- Salyan
- Shamakhi (Şamaxı)
- Shamkir (Şəmkir)
- Samukh (Samux)
- Siazan (Siyəzən)
- Sumqayit city (Sumqayıt)
- Shusha (Şuşa) (darn Nagorno-Karabakh)
- Shusha city (Şuşa) (darn Nagorno-Karabakh)
- Tartar (Tərtər) (e darn e Nagorno-Karabakh)
- Tovuz
- Ujar (Ucar)
- Khachmaz (Xaçmaz)
- Khankendi city (Xankəndi) (kêrbenn Nagorno-Karabakh, anvet Stepanakert gant e annezidi)
- Khanlar (Xanlar)
- Khizi (Xızı)
- Khojali (Xocalı) (darn Nagorno-Karabakh)
- Khojavend (Xocavənd) (darn Nagorno-Karabakh)
- Yardymli (Yardımlı)
- Yevlakh (Yevlax)
- Yevlakh city (Yevlax)
- Zangilan (Zəngilan)
- Zaqatala
- Zardab (Zərdab)
[kemmañ] Republik emren Nac'hichevan
- Babek (Babək)
- Julfa (Culfa)
- Kangarli (Kəngərli)
- Kêr Nakhichevan (Naxçıvan Şəhər)
- Ordubad
- Sadarak (Sədərək)
- Shakhbuz (Şahbuz)
- Sharur (Şərur)
[kemmañ] Douarouriezh
Enderc'hel a ra Azerbaidjan 9 eus 11 kelc'hiad hinel ar bed. Sec'h eo gant hañvioù tomm ha goañnvioù klouar. Hervez an amzer hag al lec'h e kemm an temperatur. E izeldirioù ar gevred ez eo 6°C e-pad ar goañv ha 26° e-pad ar goañ hag-eñv e c'hell tizhout 32°C e-pad an deizioù tommañ. Er menezioù ez eo an temperatur war-dro 12°C e-pad an hañv ha -6°C e-pad ar goañv.
Glaviañ a ra etre 200 ha 400 mm pep bloaz. Ar biz a zo ar rannvro sec'hañ tra ma'z eo kalz gleboc'h ar gevred lec'h ma vez o kouezhout 1300 mm. An nevezamzer hag an diskaramzer a zo ar prantadoù glebañ.
[kemmañ] Armerzh
War ar greanterezh eo diaezezet armerzh Azerbaidjan. Hemañ a endalc'h oberiadenn ardivinkoù, an eoul-maen hag e burerezh, greanterezh ar gwiadoù hag ar greanterezh kimiek. Un trede eus ar PGB a brodu al labour-douar. Darn vrasañ ar feurmoù a zo douret. En iezldirioù e c'hounezer frouezhioù, edoù, koton, te ha butun. Preñv-seiz a vager ivez evit greanterezh ar gwiadoù. En uheldirioù e vager saout, deñved ha givri. Kaviar a broduer er Mor Kaspia.
A-drugarez d'eoul-maen, hag a zo fonnus a-walc'h er Mor Kaspia, e kresk a 11% pep bloaz armerzh Azerbaidjan.
[kemmañ] Demografiezh
Ur boblañs a 8.5 milion a dud he-deus Azerbaidjan. 90% anezho a zo azeriz. A azeriz a zo ivez minorelezh vrasañ Iran. Ar vinorelezh niverusañ a zo ar rused (1,8%). Niverusoc'h e oant kent an dieubidigezh met kalz anezho a zo divroet. Pobloù "dagestanek" bihan a vev a-hed an harzioù gant Rusia. Ar re bennañ a zo al lezgiz, an avariz, hag an dsakured. Kavout a reer ivez pobloù bihanoc'h evel ar vuduc'hed, an Udined, ar gryted hag ar c'hinaluged.
Enderc'hel a ra Azerbaidjan strolladoù bihan a jorjiz, gurded, dalyched, datared ha ukrainiz. War-dro Quba e vev an Dated, anvez ivez Yuzevien ar Menezioù, a gaver e Dagestan ivez. Kalz anezho a zo divroet da Israel e-pad ar bloavezhioù diwezhañ daoust m'eo aet mentadur an dispartioù da c'houstadigoc'h. An Armeniz a oa niverus e-pad ar marevezh soviedel met tec'het ez int e-pad brezel an Nagorno-Karabakh. Hogozik an aholl anezho a zo o chom er republik disrannidigel hiziv.
93,4% annezidi Azerbaidjan a zo muzulman. 60–70% anezho a berc'henn d'ar chiyiezh daouzekek. Muzulmaned Sunniek a gaver ivez, hag un nebeut a gristenien, ortodoksed armeniat dreist holl. Ar Dated e Quba hag un nebeut achkenazed zo yuzev.
[kemmañ] Sevenadur
An azereg eo yezh ofisiel Azerbaidjan. Da familh ar yezhoù turkek e perc'henn ha gant 95% poblañs Azerbaidjan ha 25% poblañs Iran e vez komzet. He c'herent tostañ a zo an turkeg hag Turkmeneg. Un darn vras poblañs arc'herioù a gomz rusianeg ivez.
[kemmañ] Luc'hskeudennoù Azerbaidjan
|
|||
Alamagn · Aostria · Belgia · Breizh-Veur · Danmark · Estonia · Finland · Frañs · Gres · Hungaria · Italia · Iwerzhon · an Izelvroioù · Kiprenez · Latvia · Lituania · Luksembourg · Malta · Polonia · Portugal · Slovakia · Slovenia · Spagn · Sveden · Republik Tchek |
|||
Ar 21 Stad ezel eus Kuzul Europa, ouzhpenn ar re meneget a-us | |||
Albania · Andorra · Armenia · Azerbaidjan · Bosnia-ha-Herzegovina · Bulgaria · Island · Jorjia · Kroatia · Liechtenstein · Moldova · Monaco · Norvegia · Republik Makedonia · Roumania · Rusia · San Marino · Serbia · Suis · Turkia · Ukraina |
|||
Stadoù europat, er-maez eus Kuzul Europa | |||
Belarus · Montenegro · Vatikan |
|||
Rannvroioù europat gant ur statud ispisial | |||
Åland · Akrotiri ha Dekhelia · Jibraltar · Gwernenez · Manav · Inizi Faero · Jerzenez · Jan Mayen · Kosovo · Svalbard | |||
Stadoù europat, ha n'int ket anavezet | |||
Republik Turk Kiprenez an Norzh · Treuznistria ·Nagorno-Karabac'h ·Abc'hazia ·Osetia ar Su ·Tchetchenia |
|
|
---|---|
Afghanistan | Arabia Saoudat | Armenia2 | Azerbaidjan1 | Bahrein | Bangladesh | Bhoutan | Brunei | Egipt3 | Emirelezhioù Arab Unanet | Filipinez | India | Indonezia5 | Iran | Iraq | Israel | Japan | Jordania | Jorjia1 | Kambodja | Kazac'hstan1 | Kiprenez2 | Kirgizstan | Korea an Norzh | Korea ar Su | Koweit | Laos | Liban | Malaysia | Maldivez | Mongolia | Myanmar | Nepal | Oman | Ouzbekistan | Pakistan | Katar | Rusia1 | Republik Pobl Sina | Republik Sina (Taiwan) | Singapour | Siria | Sri Lanka | Tadjikistan | Thailand | Timor ar Reter4 | Turkia1 | Turkmenistan | Viêt Nam | Yemen | |
Stadoù ha n'int ket anavezet | |
Nagorno-Karabac'h2 | Tamil Eelam | |
Rannvroioù gant ur statud ispisial | |
Hong Kong | Makao | Palestina | |
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Oseania. 5. En Oseania evit un darn. |
Kenglad ar Stadoù Dizalc'h (KSD) | ||
---|---|---|
Armenia | Azerbaidjan | Belarus | Jorjia | Kazac'hstan | Kirgizstan | Moldova | Ouzbekistan | Rusia | Tadjikistan | Ukraina | ||
Stad kevreet: Turkmenistan |
|
|
---|---|
Azerbaidjan | Kazac'hstan | Kirgizstan | Turkia | Turkmenistan | Ouzbekistan | Republik Turk Kiprenez an Norzh¹ |
|
¹N'eo ket anavezet Republik Turk Kiprenez an Norzh nemet gant Turkia |
|
||
---|---|---|
Nann-anavezet | ||
Nagorno-Karabac'h • Abc'hazia • Tchetchenia • Osetia ar Su |