Pachtoueg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Pachtoueg (Pashto, Pukhto) |
|
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Afganistan, Pakistan, India, Iran |
Rannved : | |
Komzet gant : | 49 529 000 |
Renkadur : | 82 (Norzh), 92 (Su) |
Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek Indez-Iraneg |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Afganistan |
Akademiezh : | - |
Rizhouriezh | |
Urzh ar gerioù | {{{urzh}}} |
Frammadur silabek | {{{frammadur}}} |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | ps |
ISO 639-2 | pus |
Kod SIL | PUS |
Deuit da welet ivez Yezh. |
Ur yezh iranek eo ar pachtoueg pe pouc'htoueg (pashto pe pukhto پښتو), komzet gant 39 millon a dud en Afganistan ha kornôg Pakistan (16%-20% eus ar boblañs).
Kavet e vez ivez pachtouegerion e Sind (Karatchi, Hiderabad e kornôg Punjab (Pakistan), e norzh India hag e biz Iran
E 1964 e oa bet disklêriet ar pachtoueg unan eus div yezh ofisiel Afganistan gant an dareg (dari).
Div rannyezh pennañ ez eus: hini an norzh komzet gant tro-dro da 24.000.000 den hag hini ar su komzet gant tro-dro da 16.000.000 den.
Skrivet e vez ar pachtoueg gant al lizherenneg arabek gant un nebeut lizherennoù ispisial ouzhpenn evit sonennoù na vezont ket kavet en arabeg [1]. Mui-ouzh-mui avat e vez implijet al lizherenneg latinek, dreist-holl evit skrivañ ar yezh war ar c'henwiad.