Phagspa
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ul lizherenneg bet implijet gwechall evit skrivañ ar mongoleg eo ar 'phags pa. Daoust ha m'emañ tost ouzh an abugida tibetek ma oa bet awenet gantañ ec'h eo ar 'phags pa ul lizherenneg wir kentoc'h rak mont a ra ar vogalennoù da heul ar c'hensonennoù.
Dont a ra anv ar skritur diwar ar manac'h tibetek 'Phags pa Blo gros rgyal mtshan ma oa bet krouet gantañ a-ratozh-kaer evit skrivañ ar mongoleg tro-dro da 1269 dindan urzhioù Kubla Khan.
E tibeteg e vez anvet hor gsar yig («skritur mongolek nevez») hag e mongoleg e reer outañ dörbelĵin üsüg («skritur karrezenek»).
Hervez Ledyard e vije bet hemañ ar skritur mammenn ,ma oa bet awenet stummoù al lziherennoù hangeul gantañ, bet ijinet gant ar roue Sejong evit ober diouzh ar c'horeaneg dre skrid.
[kemmañ] Gwelet ivez
[kemmañ] Liammoù diavaez
![]() |
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |