Republik batav
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar Republik Batav (Bataafse Republiek e nederlandeg) eo an anv a veze graet eus an Izelvroioù eus 1795 da 1806, pa oa bet savet eno ur gouarnamant hervez patrom ar Republik C'hall.
Embannet e voe d'an 19 a viz Genver 1795, en deiz war-lerc'h ma oa tec'het ar stadthouder (rener-stad) Gwilherm a Orange stadthouder da Vro-Saoz.
Un nebeud skoazellerien a voe kavet gant ar C'hallaoued. Eizh vloaz a-raok e oa erruet ar gostezenn orange e penn ar vro war-lerc'h ur brezel diabarzh , harpet ma oa bet gant armeoù roue Prusia, breur-kaer ar stadthouder.
(diechu)