Kaozeal:Roñfl (kenrouedad)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
mat-tre eo hiraat pennadoù. tennet pe kemmet zo bet un nebeut traoù bet ouzhpennet neoazh evit ma chomfe ar pennad da vezañ an neptuañ posubl:
- Kemm 1:
- "klask lakaat diskred hep abeg war tud zo ha n'anavezont ket (alies peogwir n'o anavezont ket)"
>
- "klask lakaat diskred hep abeg war tud zo"
Abeg da gentañ-penn ne vern hag-eñ e vez anavezet un den bennaket pe get pa vez klasket lakaat diskred war e benn. da eil, ar gwir zo da implijout ul lesanv war ar wikipedia evel-just ha neuze n'ehller ket "anavezout" pep hini a labour war ar raktres.
- Kemm 2:
- "goulenn sevel enklaskoù war-lerc'h tud zo pa greder e c'hallfent (piv 'oar?) prientiñ un taol fall bennak"
>
- lamet an destenn
Abeg Labour ar verourion an hini eo kas da benn enklaskoù diwar-benn implijerion/ezed hag a gave dezhe a c'hell sav ur gudenn gante. Pjennoù resis ez eus evit se war ar wikipedia. N'eo ket ur gwir, un dle an hini eo. N'eus forzh penaos, n'eus netra da welet gant ar "roñflerezh".
- Kemm 3:
- "pellaat dioutañ, da lâret eo chom hep daremprediñ ar memes pennadoù hag eñ: pennadoù a-walc'h a chom da grouiñ"
>
- lamet an destenn
Abeg Trawalc'h d'an implijerion/ezed eo chom hep respont dezhañ/i. N'heller ket erbediñ d'an holl implijerion/ezed chom hep labourat war an tem-mañ'n-tem war digarez emañ ur roñfl (pe ur vnadl, ne vern) o labourat warnañ dija. Daoust ha m'emañ mat atav chom hep respont d'ar roñfled e ran ar verourion hen ober evit ma'c'h afe ar raktres war-raok, dres ma rankont ober war-dro taolioù-vandalerezh. Pa vez kaset re bell ar roñflerezh, da skouer goulenn ma chomfe a-sav an implijerion/ezed all da labourat war an dachenn-mañ-n-dachenn, e teu da vezañ vandalerezh ha kentoc'h evit herzhel ouzh ar re all da labourat war an dachenn-se eo gwell stankañ ar roñfl.
- Kemm 4:
- "Mar dalc'h da vont d'ho heul, kit da dañva ur bier nevez n'anavezit ket: chom a ra un nebeud c'hoazh. Danvez pennadoù nevez?"
>
- Kemm 5:
- "diskar o labour a-boan ma'z eo kroget"
>
- lamet an destenn
Abeg Kas da benn seurt kemmoù en ur pennad (diskar labour ar re all hep abeg ebet) n'eo ket roñflerezh, vandalerezh an hini eo.
- lamet an destenn
Abeg Hervez ar wikipedia e saozneg ((en) "Petra eo ur roñfl eo un taol-roñfl ouzpennañ traoù en ur pennad ha n'o deus netra da welet gant tem ar pennad.