Roñfl (kenrouedad)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Implijet e vez an termen roñfl evit deskrivañ un den hag a glask plantañ reuz e foromoù war ar Genrouedad dre degas enno kemennadoù didereat.
Krouet hag implijet e oa bet an termen evit ar wezh kentañ er bloavezhioù 1980 gant tud a gemere perzh er Usenet. Daoust ma vez komprenet ar ger saozneg troll da dalvezout "roñfl" bremañ, posupl tre eo e vije bet krouet an termen troll "pesketa gant ur roued-stlej" abalamour ma vez klasket "pesketa" ar berzhidi all o lakaat anezhe da dabutal.
Un termen dangorel pe subjektivel-tre an hini eo, rak evit perzhidi zo e c'hell bezañ komprenet un hevelep kemennad evel un taol-roñfl o klask plantañ reuz daoust ma c'hell bezañ degemeret gant perzhidi all evel un degasadenn dalvoudus.
[kemmañ] Troioù-kamm
Setu un nebeud troioù-kamm a vez c'hoariet gant ar roñfled a-wechoù (listenn da hiraat)
- klask lakaat diskred hep abeg war tud zo
- lakaat ar re all da roñfled war an disterañ digarez, adalek ar c'hentañ dizemglev
- ijinañ iriennoù ha n'eus ket
- lenn kunujennoù e-lec'h n'eus ket
- ober tamalloù dizehan evit lakaat anezho da goll pasianted ha kaout digarez d'ober tamalloù nevez
- klask reiñ brud fall da labour ar re all
[kemmañ] Petore emzalc'h kaout dirak ar roñfled
- Treiñ kein d'ur roñfl eo an doare gwellañ da zerc'hel penn outañ ha da lakaat anezhañ da chom a-sav gant e droioù, da lâret eo:
- chom hep respont dezhañ (un dra diaes d'ober a-wechoù, pa gred pep hini emañ ar gwir gantañ, met dre skiant prenet e ouzer n'eus ket gwelloc'h doare)
Dre vras ha dre vunut e alier an dud a labour war ar wikipedia da chom hep "boueta" ar roñfled.