Rouantelezh Bleaz
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur rouantelezh vrezhon e oa rouantelezh Blois, en-dro da v-Blois, da lavarout eo tostik kement ha tachennad an departamant Loir-et-Cher, en em astenne etre 410 ha 491. Nebeut a draoù a anavezer diwarni, met liammet e oa ouzh oberiantiz Riothamus e gwalarn Gallia.
Hervez Kronik Anjev e voe aloubet kêr gant un tiern brezhon, Iuomadus e anv, er bloaz 410, ha trec'h e voe war Boso a oa "konsul" Chartrez. Un anv germanek eo Boso, ma c'haller krediñ e oa un tiern a vrezel pe un ofiser roman a orin c'herman.
Krediñ a rae Léon Fleuriot e c'hellje soudarded vrezhon Iomadus bezañ bet degaset eus Breizh-Veur e 407 gant Kustentin evit gounid an impalaeriezh.
E Blois (hag un darn eus traoñienn al Liger war a seblant) e chomas ar Vrezhoned betek 491 pa voe kemeret kêr gant Hlodwig.
[kemmañ] Daveoù
Léon Fleuriot. Les Origines de la Bretagne. Paris : Payot, 1980, [ISBN 2-228-12711-6]
![]() |
Keltia | ![]() |
---|---|---|
Breizh | Iwerzhon | Kembre | Kernev-Veur | Enez-Vanav | Bro-Skos |
||
Gwelout ivez : Ar Gelted - Ogham - Yezhoù keltiek |