Kernev-Veur
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Kontelezh Kernev-Veur (Cornwall e saozneg, Kernow e kerneveureg) zo ur gontelezh e beg mervent Breizh-Veur, en hanternoz da Vor Breizh, dirak aodoù Bro-Leon, er c'hornog d'ar stêr Tamer, dezhi ur gorread a 3 564 km². 513 527 a annezidi a oa o chom enni e 2001.
|
|||||
Ger-ardamez: Onan hag oll (Kerneveureg: Unan hag holl) |
|||||
Kernev-Veur, Bro-Saoz |
|||||
Yezhoù ofisiel | Saozneg, Kerneveureg | ||||
---|---|---|---|---|---|
Kêrbenn | Truru (Karrek) | ||||
Gorread | 3 564 km² | ||||
Poblañs - Hollad (2006 ist.) - Stankter |
527,216 148 / km² |
||||
Politikerezh | |||||
Cornwall County Council http://www.cornwall.gov.uk/ |
|||||
Pastelloù-bro | |||||
|
Taolenn |
[kemmañ] Istor
Dont a ra an anv eus pobl ar g-Cornovii, ar Vrezhoned a oa o chom eno da vare an aloubadeg roman. Kentañ gwech ma voe graet anv eus Kernev a voe dindan pluenn an istorour Diodorus Siculus (war-dro 90 kent JK – 30 kent JK), a rae meneg eus pezh a oa bet skrivet gant ar beajour Pytheas er IV-vet kanved kent JK, pa verdeas betek Enez Vreizh.
- Goude aet kuit ar Romaned e voe adsavet ar rouantelezhioù keltiek kozh, ha krouet rouantelezh Kerne, a gemeras ivez anv Domnonea.
- Kalz a sent kozh a deuas eus Kembre da Vreizh a dremenas dre eno, ha darn o deus lezet roud eus o zremen el lec'hanvadurezh.
[kemmañ] Sent kozh (da hiraat)
- Karanteg e Crantock (a zo Lanngorrow e kerneveg hiziv)
- Peran e Porthpyran
- Meriadeg (Meriasek e kerneveureg)
- Ia, a gaver hec'h anv e Porth Ia e Kernev-Veur evel e Plouie
- Ke (sant) e Ke (parrez), nepell eus Truru
[kemmañ] Mojenn
Hervez Jafrez Menoe oberour Historia regum Britanniae, e teu an anv eus Corineus, ur brezelour deuet gant Brutus da Enez Vreizh.
[kemmañ] Ar yezh
Gwelet ivez: Kerneveureg.
[kemmañ] Kêrioù pennañ Kernev-Veur
Kêr | annezad (2001) | ||
---|---|---|---|
1 | Sen Ostell | 22 658 | |
2 | Pennsans | 21 168 | |
3 | Truru (pe Tryverow), kêr-benn Kernev-Veur | 20 920 | |
4 | Aberfal | 20 775 | |
5 | Kammbronn | 20 010 | |
6 | Tewynn Pleustri (KU: Por Lestri) | 19 562 | |
7 | Essa | 14 124 | |
8 | Bosvenegh | 12 778 | |
9 | Rysrudh | 12 352 | |
10 | Hellys | 10 578 |
Rannbarzhoù: Pennwydh | Kerrier | Karrek | Karadon | Kernow Gledh Pastelloù-bro: Rostorrmoel Aozadur unvan: Inizi Sillan
Kêrioù pennañ: Bosvenegh | Porth Bud | Kammbronn | Aberfal | Heyl | Hellys | Lannstefan | Lyskerrys | Tewynn Pleustri | Pennsans | Rysrudh | Essa | Sen Ostell | Porth Ia | Truru | Ponsrys
Temoù: Istor | Sant Piran | Sevenadur | Kerneveureg | Kêrioù Kerne-Veur gevellet gant Breizh | Kan broadel | Broadelouriezh | Tud | An holl bennadoù
Keltia | ||
---|---|---|
Breizh | Iwerzhon | Kembre | Kernev-Veur | Enez-Vanav | Bro-Skos |
||
Gwelout ivez : Ar Gelted - Ogham - Yezhoù keltiek |