Sant Nikolaz a Vyra
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Er pevare kantved (345), ganedigezh en neftvoù SANT NIKOLAZ, eskob Kêr-vMyra en Azia vihanan. Kempredad Sened-Meur kentan Nikaia e voe. Hervez an hengoun e saveteas o buhez da dri ofiser roman bet kondaonet e gaou d'ar marv gant an impalaer. Argouroù en deus roet ivez da veur a blac'h yaouank paour, a vije bet tonket d'an dizenor hep e skoazell. Ar burzhudour bras-man a vez kehelet a-unan gant an ilizoù reizhkredennek ha katolik. En XI vêt kantved eo e kreskas e vrud er C'hornog, gant treuzdougenadur e relegoù e Kêr-vBari, e kreisteiz Italia.