Temploù Henegipt
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Pennad lodek eus an heuliad Lec'hioù Henegipt |
Lec'hioù |
Nomoù / Kêrioù |
Monumantoù / Temploù |
Takadoù bro |
Goueled Egipt / Kreiz Egipt |
Gorre Egipt / Nubia |
Lec'hiadur |
N'eus ket bern sevenadurezhioù er bed o dije lakaet sevel kement a vonumantoù evit enoriñ o doueeoù ha hini Henamzer Egipt. Savet da gentañ evel klozadurioù kinklet gant totemoù sakr da vare an Henvarevezh, ne baouezo ket stumm an temploù da emdreiñ a-hed an istor faraonek. Dreist-holl eo an tremen eus ar brikennoù kriz da "zanvez ar beurbadelezh, ar maen, eo zo o vont da cheñch penn-da-benn doare ar savouriezh relijiel pa vo tu gantañ da sevel savadurioù monumantel. Gwir en doa ivez faraon, doue bev anezhañ, da gaout e dempl ivez : "kastell ar milionoù a vloavezhioù" a-benn lakaat e "bâ" (ene) da drebadout en tu all d'ar marv.
Krediñ a rae da Egiptiz an Henamzer e skuilhe an Doueed o bennozh warno e-keit ha ma choment war an Douar. Evit mirout anezho tost dezho ha bezañ sur eus o madelezh e klaskent plijout dezho e kement doare a oa. Evit-se eo ma'z eus bet savet santualioù ma veze enoret an Doueed bemdez gant beleien e-lec'h faraon, an hanterour nemetañ etre an doueed hag an dud. Ouzhpenn bezañ lec'hioù pediñ e oa an temploù lec'h annez douarel gwir an doueed ivez. Dibabet o doa an doueed dont da chom enno e stumm delwennoù sakr a veze graet war zro gant ar veleien dre roadoù hag al liderezh.
En temploù e veze graet o deskoni gant ar veleien yaouank ivez, enno e veze desket soutilderioù an deologiezh ha furnez ar re gozh. Kreizennoù studi steredoniel e oant ivez ha, dre ar Per-Ankh, kreizennoù studi klok ma veze adskrivet ha deskrivet an testennoù sakr gant ar skriverien.
Implijout a rae an temploù brasañ, evel hini Amon e Karnak, ur c'hoskor melestradurel bras a veze meret gantañ madoù ar gloer, an "domani sakr".
Kalz muioc'h eget lec'hioù devot e oa an temploù neuze : bez' e oant ivez ti an doueed hag un ensavadur, ur savadur sevenadurel ha relijiel.
E-touez an temploù, ez eus lod brudet-kaer (en o zouez ez eus lod zo aet d'an traoñ)
- Templ Osiris e Abydos
- Templ Thot e Hermopolis
- Templ Isis e Philae (Asouan- e biojoù : enez Agilkia)
- Iseion e Behbeit al-Hagar e Delta an Nil
- Templ Amon-Ra e Teba Karnak
- Templ Mout ar Spouronus (Sekhmet) e Karnak (Louxor)
- Templ Khonsou e Karnak
- Templ Amon Min Teba (Louxor)
- Templ Râ e Heliopolis (karter eus Kaero)
- Templ Aton Akhetaton / Amarna
- Templ Aton eus Gem Paaton e Karnak
- Templ Râ e Derr (Asouan- e biojoù : Nubia)
- Templ Ptah e Mimfis (trowardroioù Kaero)
- Templ hémispeos Ptah e Gerf Hussein (Nubia)
- Templ Hathor e Denderah
- Templ Hathor itron ar Sikamorez kreisteiz e Mimfis
- Templ Hathor itron ar Sikamorez e Heliopolis
- Templ Serapis hag Isis-Pharia e Aleksandria
- Templ Apis e Mimfis
- Speos ar pevar c'hrouer e Abou Simbel (Ramses II) : Râ, Amon, Ptah ha Ramses
- Templ speos Hathor itron Ibshek ha Sothis-Nefertari e Abou Simbel
- Templ Horus e Apollinopolis Magna (Edfou)
- Templ Horus kozh ha Sobek e Ombos (Kôm-Ombo)
- Templ Sobek e Krokodilopolis (Fayoum)
- Templ Amon e Siwa (Oasis)
- Templ Amon e Tanis (Delta - Goueled Egipt)
- Templ hemispeos Amon e Wadi al-Seboua (Asouan- trowardroioù : Nubia)
- Templ Amon e Napata (Nubia)
- Templ hemispeos Mout e Napata (Nubia)
- Templ Amon e Hermopolis
- Templ Amon e Khargeh (Oasis)
- Ar Parthenon - templ an doueed - e Hibis (Oasis)
- Templ Khnoum ha triad Eien an Nil e Olifantos (Asouan)
- Templ Satis hag Anoukis e Sehel (eneze nepell eus Asouan)
- Templ triad Eien an Nil e Esna
- Templ Ptah e Karnak (Louxor)
- Templ Maât e Karnak (e-barzh mogerioùdans Montou)
- Speos Pachet e Beni-Hassan
- Templ Bastet e Bubastis (Tell-Basta)
- Templ Neith e Sais
- Templ Seth e Avaris
- Templ Anubis e Kynopolis (Asiout)
- Templ Oupouaout e Lykopolis
- Templ dido Harmakhis e Gizeh (Kaero)
- Templ Montou e Erment / Hermonthis
- Templ Montou e Karnak
- Templ Montou e Tod
- Templ Montou e Medamud
- Templ Nekhbet e Al-Kab
- Templ Thot e Al-Kab
- Templ Seth e Nubt / Naqada
- Templ Min e Akhmin
- Templ Min e Koptos / Qift
Geriaoueg a denn d'an temploù :
- Dromos,
- Hemispeos,
- Hypostyl,
- Lenn sakr,
- Mastaba,
- Naos,
- Pylôn,
- Speos.
|
Porched Egiptopedia |
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |