Themisto
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Anaout a rer div d-Themisto (Themisto e gregach) e mojennoù Hellaz.
[kemmañ] Gwreg Atamas
Themisto a oa trede gwreg Atamas, roue Orc'homenos. Pevar bugel he doe gantañ, hervez Apollodorus ( I, 9, 2). Unan a nezho a oa anvet Schoeneus.
Pan eas en-dro ar roue gant e eil gwreg, Ino, e wiskas Themisto he bugale e gwenn, ha re Ino e du. Neuze e stagas da lazhañ ar vugale gwisket e du, evit kaout he digoll ouzh treitouriezh he gwaz.
Ne ouie ket Themisto e oa bet adwisket ar vugale gant Ino, ha neuze eo he bugale-hi a lazhas, war-bouez ar mab-se Schoeneus, hervez ar vojenn.
[kemmañ] Mamm an Danau
Un Themisto all, merc'h d'an doue-stêr Inac'hos, a voe brazezet gant Zeus hag a voe mamm da Ister, ar stêr Danau pe Donaw.