Tired kognek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
E brezhoneg eo an tired kognek (^) — lesanvet tog a-wezhioù — un arouez diforc'hañ a lakaer war ur vogalenn evit merkañ e teu diwar ur strishadur.
- Kavet e vez dreist-holl war al lizherenn e, ha talvoudegezh un e digor a vez bepred gant an e-se.
- Servijout a ra dreist-holl evit digemmañ gerioù a vefe hañval o neuz a-hend-all: kêr (e-skoaz ker) (diwar “kaer” gwezhall), hêr (e-skoaz her) (diwar “hezr” gwezhall)... Adkavet e vez ivez en deveradurioù: kêriadenn, hêrezh...
- Kavet e vez ivez er gerioù deveret diwar gerioù liessilabennek pa n’eus ket eus al liessilabenn ken en deveradur: sklêrijenn (diwar sklaer)...
- War lizherennoù all evit merkañ bepred ur strishadur eus ur stumm anavezet dindan e stumm leun: lâret (diwar lavaret), goûg (diwar gouzoug)...
- Ivez, a-wezhioù, evit digemmañ gerioù heñvel o neuz dre verkañ plas o distagadur : troad (ezel), ha trôad (diwar tro)...
[kemmañ] An arouezioù diforc'hañ all a vez graet gante e brezhoneg
- An daouboent
- An dildenn
- An tired boud pe tired digor
- An tired lemm pe tired serr pe tired begek