Tranzitivelezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kevreadurezhel tranzitivelezh (saoz.: transitivity) evit komz eus ar fed ma c'heller implijout renadennoù gant verboù zo: tranzitivel a vez graet eus ar verboù ma c'heller implijout renadennoù gante ha nann-tranzitivel pe amtranzitivel ouzh ar re n'heller ket.
Kemmañ a c'hell natur tranzitivelezh ar verb a yezh da yezh.
Setu ur skouer tennet eus an hungareg:
niver + gour | Tranzitivelezh | ||
---|---|---|---|
Tranzitivel | Amtranzitivel | ||
Unander | 1 | látom | látok |
2 | látod | látsz | |
3 | látja | lát | |
Liester | 1 | látjuk | látunk |
2 | látjátok | láttok | |
3 | látják | látnak |
Ar stummoù tranzitivel (látom…) a vez implijet gant ur renadenn strizh, da skouer
- Látom a kutyát
- ("Gwelet a ran ar c'hi")
Implijet e vez ar stummoù amtranzitivel (látok...) pa n'eus renadenn ebet pe gant ur renadenn amstrizh, da skouer
- Látok
- ("gwelet a ran [Ø]")
- Látok egy kutyát
- ("Gwelet a ran ur c'hi")
[kemmañ] Gwelit ivez
- Valency (linguistics)
- Yezh Ergativel-absolutivel
- Arguzenn ar verb